Y Maerdy (Conwy)
Y Maerdy zo ur gêriadenn vihan war ar maez e biz Sir Conwy, e hanternoz Kembre.
Emañ er reter da gêriadenn Y Ddwyryd, etre Cerrigydrudion ha Corwen, war lez an Afon Ceirw. Nepell en hanternoz, e Sir Ddinbych, emañ kêriadenn Betws Gwerful Goch.
Emañ Y Maerdy e korn-bro Uwch Aled, ur c'hornad hag a zo e biz Sir Conwy bremañ, met a oa e Sir Ddinbych gwechall. Er Grennamzer e oa Uwch Aled unan eus kombodoù kantrev Rhufoniog.