Y Mot
Y Mot (New Moat e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e reter Sir Benfro. Emañ er su d’ar menezioù Preseli ha war harzoù Sir Gaerfyrddin. Dont a ra an anv Y Mot eus ur voudenn-gastell a oa e-kichen ar gêriadenn ("moat", "mot" = moudenn, motenn).
Ouzhpenn kêriadenn Y Mot he-unan emañ er gumuniezh ivez kêriadennoù Llys-y-frân, Penffordd ha Trefelen. Tremen a ra bevenn yezh Sir Benfro dre ar gumuniezh : anvioù-lec'h kembraek a gaver en hanternoz d’ar vevenn-se hag anvioù-lec'h saoznek er c’hreisteiz.
E 2011 e oa 434 a dud o vevañ en Y Mot ha 142 anezho a oa kembraegerien (33,5%)[1]
Notennoù
kemmañ- ↑ Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. Kavet : 2012-12-12..