Yabaraneg
yezh
Ur yezh karibek eo ar yabaraneg (yabarana, yauarana, awarana) eus isskourr yezhoù kornôg Gwiana.
Komzet e vez gant 20-50 den e norzh-kreiz Venezuela (1977).
Ur yezh damvarv an hini eo dre ma ne vez komzet nemet gant un 3 den bennak e Venezuela (2000).
Div rannyezh a zo:
- Kourasikaneg (curasicana)
- Wokiareg (wokiare, uaiquiare, guayqueri)
Ur yezh ergativel an hini eo, tost a-walc'h d'ar mapoyoeg.