Yann-Vari Kerwerc'hez

skrivagner brezhonek
Yann-Vari Kerwerc'hez
Anv ofisiel Jean Edmond Constant Guerchet
Anv pluenn Gwerc'head, Yann-Vari Mab Koig
Obererezh Skrivagner, kazetenner
Ganedigezh 3 a viz Here 1910
e Naoned, e Breizh Breizh
Marv 4 a viz Kerzu 1974
e Pariz, e  Frañs
Yezh skrivañ Galleg, Brezhoneg

Yann-Vari Kerwerc'hez oa anv-pluenn Jean Edmond Constant Guerchet[1], lesanvet Gwerc'head , Yann-Vari Mab Koig[2],[3], ganet d'an 3 a viz Here 1910 e Naoned (Liger-Izelañ, Breizh) hag aet da Anaon d'ar 4 a viz Kerzu 1974 e Pariz (Bro-C'hall)[4], a oa ur c'hazetenner gallek. Ur romant brezhonek zo bet skrivet gantañ.

Skrivañ a reas ur romant-polis, En ur rambreal e anv, levezonet gant ar romantoù-polis saoz (Skridoù Breizh, 1943). Arroudoù enepyuzev hag enepsaoz a gaver el levr-se. An arroudoù-se zo bet lamet kuit e-barzh embannadur 1980 Al Liamm. Kontañ a ra istor ar soner Yun Pulluc'h hag e vignon bras ar pennenseller Bondu, eus ar Police Nationale.

Broadelour breizhat Aozañ

 
Kevar prezegenn gant Yann-Vari Kerwerc'hez

Ezel eo bet eus Strollad Broadel Breizh. Kavout a reer testennoù gantañ er gazetenn L'Heure Bretonne, liammet gant rann ekonomikel ar Strollad Broadelour anvet Kevar. Yann-Vari Kerwerc'hez a oa prezidant ar rann-se.

 
Logo ha titl ar gronikenn Kevar er gazetenn l'Heure Bretonne

E oberenn Aozañ

  • En ur rambreal 1943, Brest, Skridoù Breizh (bet adembannet en ur stumm c'hwennet gant Al Liamm e 1980[5])

Notennoù ha daveennoù Aozañ

  1. Lec'hienn Babelio.fr
  2. Lec'hienn PRELIB
  3. Anv e vamm oa Mathilde Augustine Françoise Coïc
  4. http://bibliotheque.idbe-bzh.org/auteur.php?id=kerwerc-hez-yann-vari-1996&l=fr
  5. "Zoken m'eo bet c'hwennet ar gwashañ arroudoù ha traoù en adembann all graet pelloc'h" (Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, Francis Favereau)