Yann-Vari ar Joubiouz

Yann-Vari ar Joubiouz (Jean-Marie Le Joubioux er marilhoù-kêr), bet ganet en Arzh d'an 2 a viz C'hwevrer 1806 ha marvet e Gwened d'an 3 a viz Meurzh 1888) a oa ur skrivagner brezhonek hag ur beleg katolik. Savet en doa unan eus an torkadoù barzhonegoù brezhonek kentañ a voe embannet, ur spered relijiel ha kar-e-vro ennañ. Ur prelad istimet gant an eskibien hag enoret gant ar Pab e voe ken e chomas oberiant daoust d’ar gozhni, betek ar varv. ‘' Talmor a voe e anv-pluenn.

En un tiegezh pesketaerien war un enezenn e voe ganet, evel Yann-Bêr Kalloc’h. Pa voe merzet e spered lemm gant person an Arzh ez eas da studiañ da Skolaj Gwened hag eno e reas anaoudegezh gant François Rio hag Aogust Brizeug, a chomas e vignoned feal. Mont a reas da gloerdi bras Gwened ha beleget e voe e 1829. Kerkent ha ma voe beleget e krogas da gelenn e kloerdi bihan Santez Anna-Gwened e 1828. Sekretour an eskob e chomas eus 1831 betek 1888, da gentañ evit Charles de la Motte de Broons du Vauvert, evit Louis-Anne Dubreil, evit Jean-Baptiste Gazailhan ha Jean-Marie Bécel.
Teir gwezh ez eas da weladenniñ ar Pab e Roma e lec’h e eskob re gozh hag e voe anvet chapalan prevez a-enor E Santelezh, ul lesanv relijiel a lakaas anezhañ da vezañ anvennet Monseigneur.
Eñ a broudas Korneli an Diod, person Enizenac'h, da zerc’hel da dreiñ e brezhoneg pennadoù gallek tennet eus an Annales de la Propagation de la Foi evit sevel ar gelaouenn Brediah er Fé e 1843[1].

Barzh an Iliz hag ar chouanted

kemmañ

Skrivet en deus kalz e galleg hag e brezhoneg. E brezhoneg, dindan an anv-pluenn Talmor, en deus savet pennadoù evit ar Revue de Bretagne et de Vendée hag evit kannadig ar Société Polymathique du Morbihan. E brezhoneg en deus savet barzhonegoù awenet gant ar relijion kristen, karantez e vro c’hinidig hag Italia. Un nebeud a varzhonegoù a ya da enoriñ ar Chouanted. Ober a reas gant ar reizhskrivadur implijet gant e eskopti ha ne oa ket posubl lakaat anezhañ da genglotiñ gant hini [[Yann-Frañsez ar Gonideg]. Meur a gantik e savas ivez (Ma ne garan santès Anna, En dud a vor d’er Uerhiès) ha pennadoù e komz-plaen embannet e-barzh Brediah er Fé’’. E Barzhaz 1350-1953, un antologiezh barzhonegoù embannet gant Al Liamm e 1953 e kaver ar pezh brudetañ, Da'm buhez.

Perak e savas un teskad barzhonegoù nemetañ ?

kemmañ

22 bloaz goude embannadur Doue ha mem bro e skrivas Charles de Gaulle, ar c’heltiegour, ne voe nemet tri barzh brezhonek o doe dastumet o barzhonegoù en ur teskad moullet, « Ao. Ao. Luzel ha Proux ha Monseigneur ar Joubiouz… Met pell a-raok hon amzer e voe embannet Doue ha mem bro’’ hag ar gwerzennoù gwenedek eus an dibab a voe embannet gant ar (gelaouenn-mañ) a zo test ma n’eus diouer ebet en e awen… ». E furm un barzhoneg e voe kaset ar respont sinet « Talmor" gant ar prelad ha tremenet ar 60 bloaz gantañ[2].

Hui a lar d’ein : Kannet; e ingam (= emgann) er vué
Gwelet e mes koec’h, tro-a-tro d’ein, er ré
Ia, tostik ol er ré a vrezelé get-n-ein;
Enevad (= emzivad) ar en doar, ha me hell mé kannein ?
Me, bellek, pe huélan me zad, er Belek bras
Glaharet é galon, ha me gannehé ? - Pas.

Marteze ne sante mui al lañs a voe gantañ ha gant gant e vignoned e mare e yaouankiz ha trawalc’h a labourioù e voe e lod en eskopti. Marvet e voe Aogust Brizeug, Korneli an Diod ha Joakim Gwilhom e doug an eiz bloaz tremenet.

Oberennoù

kemmañ
Barzhonegoù

Doue ha mem bro, Gwened, Ti-moullerezh Galles, 1844. Adembannet er gelaouenn Preder, niv. 170-171, 1973.

Kantikoù
  • « En dud a vor d’er Uerhiès (= Werc’hez) ». E-barzh dastumad kantikoù Joakim Gwilhom, « Cantiques bretons en l’honneur de la Sainte Vierge ». E-barzh Revue de Bretagne et de Vendée, niv. 1, 1847.
  • O m’inean baièt er glahar, SERL Gwened, 1869
Kanaouenn
  • "Soñnen er hafé". E-barzh Dihunamb, niv. 44, 1909.

Levrlennadur

kemmañ
  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien, Embannadurioù Al Liamm, 1992, p. 243 (ISBN 2-7368-0034-6)
  • Yves Le Berre, La littérature de langue bretonne : livres et brochures, de 1790 à 1918, tome II, Brest, Emgleo Breiz, 1994. Pennad : Le Joubioux, Jean-Marie.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Embannet e veze an Annales de la Propagation de la Foi’’ e Lyon evit kas keloù war ar misionoù katolik er bed. Talvezout a ra titl an doare gwenedek evel Breuriezh ar Feiz.
  2. Revue de Bretagne et de Vendée, Here 1866. Meneget gant Yves Le Berre, Histoire de la littérature en langue bretonne… p. 713.