João II
(Adkaset eus Yann II a Bortugal)
João II pe Yan II a Bortugal (Lisboa, 1455 – Alvor, 1495), lesanvet o Príncipe Perfeito ("ar priñs peurvat"), a voe Roue Portugal hag Algarves dre ziv wech : da gentañ pevar deiz e miz Du 1477, ha goude adal 1481 betek e varv. Mab e oa d'ar roue Afonso V ha d'e bried kentañ Isabel de Coimbra. E dad a zilezas e gurunenn e 1477, hag anvet e voe João da roue, met ne voe kurunennet nemet goude marv e dad e 1481. Strivañ a reas da zastum an holl c'halloud etre e zaouarn, ha d'e dennañ digant an uhelidi.
Dimezioù ha bugale
kemmañ- Dimezet e oa da Leonor de Viseu, priñsez a Bortugal (1458-1525), daou vugel o doe:
- ur mab marv-ganet
- Afonso, Priñs a Bortugal (1475-1491)
- Gant e bried-kleiz Ana de Mendonça (Moita, Alhos Vedros, war-dro 1460):
- Jorge de Lancastre, eil Dug Coimbra (1481)