Digeriñ al lañser pennañ

Yann Mari Ewan Heneu

skrivagner brezhonek

Yann Mari Ewan Heneu a oa ur skrivagner a Vro-Wened, ganet e Neizin d'an 23 a viz Genver 1868, ha marvet e Lanvodan d'an 8 a viz Here 1929.

Brudet eo e zastumad kontadennoù Bourapted en tiegeh, embannet gant Dihunamb e 1932, hag adembannet gant Preder e 1974.

Anvioù-pluennAozañ

Setu 15 anv-pluenn anavezet d'an oberour: Alban, Alban er Meliner, Er Flaouitour, Iann Skod Derù, Huitellour, J.H. Kosman, Mab Azen, Mab er Halvé, Mab er Hemener, Mab er Jiboésour, Maeleg er Blañoeh, Er Meitour, Penetiou, Talhoarn, Tujen er Halvé.