Hervez an Tanac'h e renas Yehoyakim (Eliakim, mab Yoshia ha breur Yehoahaz) e Jeruzalem etre 609 KJK ha 598 KJK. Lakaet oa bet da roue e-lec'h e vreur gant ar Faraon Nec'ho ha roas dezhañ an anv a Yehoyakim (en hebraeg יהויקים (Yehôyaqîm), « YHWH en deus uhelaet, en deus lakaet en e sav »).

Setu ar pezh a lenner diwar-benn en Eil Levr ar Rouaned :

« Anv e vamm a oa Zevouda, merc'h Pedaya, eus Rouma. Ber a reas ar fall ouzh daoulagad an Aotroù, a-grenn evel m'o devoa graet e dadoù[1]. »

« En e amzer, e pignas Navoudc'hadnesar, roue Bavel ; hag e voe Yehoyakim sujet dezhañ tri bloaz ; hag e troas, hag e tispac'has enep dezhañ. Met kas a reas an Aotroù warnañ bagadoù ar Galdeaned, bagadoù Aram, bagadoù Moav ha mibion Amon, hag e kasas anezho enep Yehouda evit hen distrujañ... »[2]

Hervez 2Dn 36, 6-7 e voe taget gant Navoudc'hadnesar, trec'het, chadennet ha kaset da Vabilon gant un darn eus teñzorioù an Templ[3]. Yehoyac'hin, e vab, a renas en e lec'h.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. 2R 23, 36-37, troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 195
  2. 2R 24, 1-2, troidigezh An Tour-Tan, ei levrenn, p 196
  3. Troidigezh An Tour-Tan, pevare levrenn, p 434