Yekaterinbourg

Puzzle stub cropped.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Yekaterinbourg (Екатеринбу́рг e ruseg), bet anvet Sverdlovsk etre 1924 ha 1991, a zo ur gêr e Rusia, kêr-benn an Oural. Gant 1 305 110 a annezidi (niveridigezh 2010), ez eus anezhi pevare pobletañ kêr Rusia.

Ardamezioù Yekaterinbourg

Liammet eo anv Yekaterinbourg ouzh daou eus renerien Bro-Rusia: he frezidant kentañ Boris Yeltsin (bevet en doa eno adalek 1950 betek 1985) hag hec'h impalaer diwezhañ Nikolaz II (bet fuzuilhet eno e 1918 gant ar volcheviked, eñ hag e familh).

IstorAozañ

Savet e oa bet Yekaterinbourg e 1723 diwar urzh an impalaer Pêr I, pe Pêr Veur. Dont a ra anv ar gêr eus anv Santez Katell ("Yekaterina" a vez graet anezhi e ruseg), rak Katell I e oa anv gwreg Pêr I er mare-se.

GevelliñAozañ

Gevellet eo gant meur a gêr tro-dro ar bed :