Yennefer z Vengerbergu

Yennefer a Vengerberg (polonek: Yennefer z Vengerbergu) a zo un dudenn ijinet e bed ar romantoù ha c'hoarioù video The Witcher. Krouet gant Andrzej Sapkowski evit danevelloù, deuet eo da vezañ ur benndudenn en heuliad romantoù The Witcher ha goude-se re an adsevel doare c'hoarioù video. Ur sorserez eo he ganet e Vengerberg e rouantelezh Aedirn. Ezel yaouankañ e oa bet d'ar genvreuriezh ar sorserien, degemeret e vo goude-se e loj ar sorserezed krouet gant he gamaladez Triss Merigold. Choazet e voe bet da vont da sorserez dre e zonezonoù ha n'eo ket dre ma oa koant. 94 vloaz eo he met dont ara a-benn gant he galloudoù da chom yaouank, koant hag hep an ampechoù he doa he pa oa yaouank (tort, pav kamm).

El levr an Het diwezhañ e vez roet an tu d'al lenner da c'houzout ez eus ul liamm kreñv etrezi ha Geralt a Rivii met ne ouier ket peseurt hini eo.

Yennifer taolennet gant Ekaterina Kozlovskaya

Karantezig Geralt a Rivii, kevaezerezh a zo etrezi hag e gamaladez Triss Merigold. Brudet eo evit bezañ koant, gwisket eo bepred e gwenn ha du. Ur c'hard eus e orinoù a zo o tont eus poblañs an elfed. Evel darn ar sorserien ez eo he difrouezh.

Tro-spered kemmañ

Hardiz eo he, betek-re. Plijet eo gant diskouezh he galloudoù hud evit flastrañ an dud tro-dro dezhi. Atav e vez he nepell diouzh an iriennoù politikel.

Difrouezh, hetiñ a rafe kreñv da gemm ar fed-se. Karantez he deus evit Geralt ha kas war ar memes-tro.

 
Cosplay Yennefer e Poznań e 2015