E yezhoniezh e vez implijet an termen yezh VSO evit komz eus ur yezh ganti da frammadur kevreadurezhel diazez an urzh verb ("V") - rener ("S") - renadenn ("O") peurliesañ. Anvet e vez ivez yezh VAO, da lâret eo verb - graer ("A") - renadenn.

Renkadur hervez urzh ar gerioù
Yezh VO
Yezh OV
SVO SOV
VSO OSV
VOS OVS

Yezh V2

Yezhoù VOS eo ar yezhoù semitek, en o zouez an arabeg hag an hebraeg, ar yezhoù keltiek, en o zouez ar brezhoneg hag an iwerzhoneg, ar yezhoù aostronezek, en o zouez an tagalogeg hag an hawaiieg.

Skouerioù kemmañ

قرأ المدرس الكتاب
Dielfennadur kevreadurezhel (a dehoù da gleiz):
RENADENN(al-kitāba) الكتاب RENER(al-mudarrisu) المدرس VERB(qara'a) قرأ
Troidigezh ger-ha-ger (treuzskrivadur a gleiz da zehou):
Qara'a ("lenn") al-mudarrisu ("ar c'helenner") al-kitāba ("al levr")
Bíbilí ng awto si Ray
BíbilíVERB ngRANNIG awtoRENADENN siGER-MELL RayRENER
"Preno karr-tan Ray" = "Ray a breno ur c'harr-tan"
Labhraíonn Mícheál Gaeilge
LabhraíonnVERB MícheálRENER GaeilgeRENADENN
"Komz (a ra) Mikael gouezeleg"

Eilpennadur kemmañ

Eilpennet e c'hell bezañ urzh diazez ar yezhoù nann-VSO, implijet gante an urzh VSO evit sevel frammadurioù arbennik, peurliesañ evit pouezañ war un elfenn bennak pe c'hoazh evit sevel goulennoù, da skouer:

Stumm kadarnaat (SVO):
El bebeu a cervexa
ElRENER bebeuVERB a cervexaRENADENN
"Eñ eo a evas ar bier"
Stumm goulennata (VSO):
Bebeu el a cervexa?
BebeuVERB elRENER a cervexaRENADENN?
"Hag eñ an hini eo a evas ar bier?"

RENADENN

Gwelit ivez: kemmañ