Implijet e vez an termen yezh naturel evit ober an diforc'h, pa vez ezhomm, etre ar yezhoù a vez komzet gant an dud hag yezhoù savet a-ratozh kaer evit palioù resis, evel da skouer ar yezhoù kompodiñ implijet evit an urzhiataerezh (pe kompoderezh) hag ar sistemoù implijet gant ar poelloniezh jedoniel a reer yezhoù oute ivez.

A-wechoù e kaver ivez an termen yezh boutin pe yezh ordin, dreist-holl pa vez kaoz eus filosofiezh ar yezhoù hag a zo kevatal da yezh naturel.

Gant an urzhiataerezh ez eo studi ar yezhoù naturel un isdachenn hag e vez implijet evit ober dave eus sistemoù ha termenoù enkas diazezet war patrom ar yezhoù implijet gant mab-den kentoc'h evit sistemoù diazezet war yezhoù kompodiñ rik.

Ret eo lâret ivez ez eo yezhoù naturel ar yezhoù dre sinoù implijet gant ar re vouzar hag a vezont implijet gant an dud evel n'eus forzh peseurt yezh naturel all hag enne strukturioù ha perzhioù heñvel oute.

Yezhoù savet a-ratozh kemmañ

Un nebeud yezhoù bet savet a-ratozh (saoz. constructed languages pe eeunoc'h conlangs) evel an esperanteg o deus gellet dont da vezañ yezhoù damnaturel diorroet-mat, rak tizhet ez eus bet gante tud d'o c'homz evel yezh kentañ. Met n'eo ket alies ma c'hoarvez kemendall gant seurt yezhoù

Yezhoù kompodiñ kemmañ

Abalamour m'o devez ur struktur luziet hag ur c'heriaoueg ledan gant kalz a amreizhterioù peueliesañ, ne dalvez ket ar yezhoù naturel evit an urzhiataerezh. Ret eo bet sevel yezhoù ispisial neuze evit ober war-dro an urzhiataerezh a vez graet ''yezhoù kompodiñ oute.

Gwelet ivez: kemmañ

Yezh savet a-ratozh Yezh kompodiñ Yezh dre sinoù