Implijet e vez an termen yezh termen (saoz. target language) gant studioù an treiñ evit komz eus ar yezh implijet evit sevel un droidigezh diwar ur yezh all, anvet ar yezh orin, da skouer pa droer an Divina Commedia e brezhoneg diwar an italianeg e talvez ar brezhoneg da yezh termen.

Ne rank ket bezañ disheñvel avat ar yezh termen diouzh ar yezh orin rak troidigezhioù enyezhel (saoz. intralinguistic translations) a c'heller sevel koulz ha troidigezhioù etreyezhel (saoz. interlinguistic translations), da skouer evit arbennigourion/ezed zo ez eo enyezhel an droidigezhioù kaset da-benn e galizeg diwar ar portugaleg pe un droidigezh savet e saozneg Breizh-veur diwar un destenn orin bet skrivet e saozneg ar Stadoù-Unanet pe c'hoazh un droidigezh e brezhoneg unvan savet diwar un destenn orin e rannyezh Bro-Dreger.

Gwelit ivez: kemmañ