Yezhoù Etiopia
Komzet e vez 84 yezh disheñvel gant an henvroidi en Etiopia. Setu amañ da-heul roll ar yezhoù pennañ a gaver er vro :
- Afareg
- Amhareg
- Anfiloeg
- Bertaeg
- Bouseg
- Kambateg
- Hadieg
- Hararieg
- Komsoeg
- Ongotaeg
- Oromoeg
- Sahoeg
- Sodoeg
- yezh Silt'e
- Somalieg
- Tigrigneg
- Sidamoeg
- Wolaitaeg
- Gourageg
- Gamoeg
- Gofaeg
Ar yezh estren ar muiañ implijet en Etiopia eo ar saozneg hag e vez implijet evel yezh deskadurezh e skolioù an eil derez. An Amhareg a oa yezh ar skolioù kentañ derez, met kemeret eo bet e lec’h e meur a vro gant yezhoù lec’hel evel an Oromoeg hag an Tigrigneg. Ul lizherenneg hag ur c’halander ispisial a gaver en Etiopia.
Sellet ivez ouzh Yezhoù etiopek