Yezhoù yenisek
Yenisek -
| |
---|---|
Douaroniezh: | Siberia |
Renkadur genel: |
Urfamilh yezh vihan Siberia |
Disrannadurioù: |
—
|
Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù yenisek, enni ur yezh vev ar c'heteg, komzet e kreiz Siberia.
Setu penaos e vez isrannet ar yezhoù ar familh-se:
Ar yezhoù yenisek
kemmañ- Arineg (yezh varv)
- Asaneg (yezh varv)
- Keteg
- Kotteg (yezh varv)
- Poumpokoleg (yezh varv)
- Yougeg (yezh varv) (?)
Diouzh an holl yezhoù yenisek, ne vanas ken en 20vet kantved nemet div anezhe: ar c'heteg komzet gant tro-dro da 1 000 den; hag ar yougeg, aet da get nevez 'zo. Hervez andonioù e oa ur bobl yenisek he yezh e-touez kevread meuriadel ar Xiong-Nu, a varner evel hendaoù an Huned
N'eus liamm ebet etre ar yezhoù yesinek hag an ostyakeg, hag abalamour da se ne reer ket ken gant an anv kozh yezhoù ostyakek Yenisei.
Orin
kemmañKlasket ez eus bet liammañ ar yezhoù yesinek ouzh ar bourouchaskeg pe c'hoazh ouzh ar yezhoù sinek-tibetek, hag endalc'het e vezont er familh vartezeus Dene-Kaokaziek hag hec'h eislstummoù. Evit skouer e kinnigas Edward Vajda ul liamm etre ar yezhoù yenisek hag ar yezhoù Na-Dene. Ne oa ket bet asantet gant ar gummuniezh skiantel ar vartezadenn-se, hag e tiskouez studioù genel o deus an daou strollad un orin boutin.