Yitzhak Rabin
Yitzhak Rabin (Hebraeg יִצְחָק רַבִּין [jitsˈχak ʁaˈbin] ; ganet d'ar 1añ a viz Meurzh 1922, lazhet d'ar 4 a viz Du 1995) a oa ur politikour ha jenerak israelat, brudet evit bezañ sinet Emglev Oslo gant Aozadur Dieubiñ Palestina e 1992 pa oa kentañ ministr. Muntret e voe e 1995 gant ur sponter yuzev a-enep an emglev.