Yma Sumac
Zoila Emperatriz Chávarri del Castillo (Ichocán, San Marcos, Cajamarca 13 a viz Gwengolo 1922 - Los Angeles), 1añ a viz Du 2008), brudet evel Yma Sumac, a voe ur ganerez soprano perouat a reas berzh er bloavezhioù 1950 gant he mouezh hep he far hag a c'halle mont-dont a-hed ouzhpenn pemp eizhad. Lavarout a rae bezañ priñsez inka, diskenn eus an inka Atahualpa. E Perou eo anavezet ivez evel ar Berouadez nemeti a zo skrivet hec'h anv en Hall of Fame e Hollywood.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/e9/Yma_Sumac_in_Italy.jpg/220px-Yma_Sumac_in_Italy.jpg)