Ynys Dulas
Ynys Dulas zo un enezenn vihan war aod biz Enez Mon. Emañ dirak Traeth Dulas, e kumuniezh Llaneilian.
Didud eo an enezennig, met en amzer al listri-dre-lien e c'hoarveze aliezik peñseoù dirazi. Setu ma voe savet un tour war Ynys Dulas da gemenn d'al listri chom hep dont re dost. Savet e oa bet an tour-se e 1824, a-hervez, gant an itron Neave eus Llysdulas.
Reuniged a vez o vevañ war an enezenn.