Ynysgynwraidd (Skenfrith e saozneg) zo ur gêriadenn eus Kembre, e Sir Fynwy. Emañ war harzoù Bro-Saoz, etre Y Fenni ha Ross-on-Wye, en hanternoz da Drefynwy. War lez ar stêr Mynwy emañ.

Ynysgynwraidd gwelet eus an oabl, gwelet a reer ar c'hastell hag ar stêr Mynwy.

Ur c'hastell zo eno, bet savet un tammig goude 1066, hag un iliz kozh, gouestlet da santez Berc'hed[1].

Notennoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ