Yod (lizherenn)
Dekvet lizherenn meur a abjad semitek eo yod(h) (biz), en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek, hebraek (י), siriek (ܝ) hag arabek (ﻱ). Renket e vez en 28vet plas en arabeg hervez an urzh a-vremañ.
Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma oa heñvel he stumm ouzh hini ur c'hleze.
Distaget e vez (LFE) [j].
Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek iota I, etruskek , latin I ha kirillek I (implijet evit skrivañ an ukraineg hag ar belaruseg).
Hervez ar sistem niverenniñ hebraek gematria e talvez al lizherenn-mañ da 10.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |