Hervez an Tanac'h e voe Yoram[1], mab Ahazia, roue Israel etre 852 KJK hag 841 KJK.

Setu ar pezh a lenner diwar e benn en Eil Levr ar Rouaned (2R 3, 2-3) : « Hag e reas ar fall ouzh daoulagad an Aotroù, naren avat kement hag e dad hag e vamm, rak lemel a reas peulvan ar Baal en devoa graet e dad. Hogen, ouzh pec'hedoù Yarovam, mab Nevat, hag en devoa laket Israel da bec'hiñ, e chomas stag, hag ne guitaas ket diouto. »[2].

Kevredet gant Yehoshafat, roue Yehouda ha roue Edom, e reas brezel enep roue Moav.

Brezel a reas enep Ben-Hadad, roue Aram ivez. Lakaat a reas Ben-Hadad seziz war Shomron. Naonegezh a voe er gêr. Goude marv Ben-Hadad e kendalc'has ar brezel enep Hazael a voe roue war e lerc'h. Gloazet e voe Yoram e Rama. En em dennañ a reas en Izrael evit pareañ. Eno e voe lazhet gant Yehou a oa oc'h iriennañ enep dezhañ. (2R 9, 24-26).

Ur perzh politikel a bouez en doe Elisha e-pad ren Yoram ha goude hini Yehou, hini Yoahaz, mab Yehou hag hini Yoash, mab Yoahaz hervez Eil Levr ar Rouaned. Dreist-holl da vare ar brezelioù. Olevet e voe Yehou (2R 9, 1-13) diouzh e urzh, o vountañ anezhañ da iriennañ enep Yoram.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. "Joram" e troidigezh Gwilh ar C'hoad, p 324.
  2. Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 169.