Ysgol Gymraeg Treganna

Ysgol Gymraeg Treganna zo ur skol-stad kentañ derez kembraek e Kerdiz, krouet e 1987 evit bugale eus 4 da 11 vloaz. E karter Treganna (Canton, e saozneg) emañ. Betek 2013 e oa er memes lec'h gant skol saoznek Radnor Road. Abaoe eo bet adlojet en un ti nevez. Alese ez a ar vugale goude d'ar skol Ysgol Gyfun Gymraeg Plasmawr.

E 2012 e teue 59% eus ar vugale eus tiegezhioù ma komzed saozneg dreist-holl, nemet e oa 80% hag a gomze kembraeg un tamm bennak er gêr. E 2006 e teue 70% eus tiegezhioù saoznek.