Yu Shan (玉山 e sinaeg, pe Yù Shān e pinyin, da lavaret eo Menez Jad) eo ar menez uhelañ e Taiwan, gant 3 952 metr uhelder. Gwechall e oa bet graet Menez Morrison anezhañ ivez[1], en enor d'ar misioner skosat Robert Morrison.

Yu Shan, gwelet eus an hanternoz

Er goañv e vez goloet Yu Shan (pe Yushan) gant erc'h peurliesañ, hag abalamour d'al liv gwenn en devez da neuze eo bet anvet "Menez Jad" moarvat.

Yu Shan gant ar menezioù en-dro dezhañ a ya da ober aradennad Yushan hag a zo e Park Broadel Yushan, an hini brasañ, ha gouesañ, eus parkoù natur Taiwan.

Notennoù

kemmañ
  1. A Handbook for Travellers in Japan, 7th, J. Murray. 554 p. 

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.