Yves Le Gallo
Yves Le Gallo, bet ganet d'ar 27 a viz Genver 1920 e Brest (Penn-ar-Bed), marvet d'ar 6 a viz Meurzh 2002 er memes kêr, a oa ur c'helenner skol-veur hag ur skrivagner breizhat.
Goude e studioù istor ha douaroniezh e Roazhon e tapas an agregadur e 1950 hag anvet e voe e lise an Harteloire e Brest. Gant kelennerien all, en doa labouret da aozañ Skol-veur Breizh-Izel, anvet e galleg U.B.O., Université de Bretagne Occidentale.
Gantañ e voe krouet Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (KEBK) (Centre de Recherches Bretonnes et Celtiques (CRBC) e galleg) e 1969 hag e rener kentañ e voe, betek 1986.
Ezel e oa bet eus ar gevredigezh Ar Falz.
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.