Zacatecas (Zacatecas)

Zacatecas eo kêrbenn ar stad Zacatecas e Mec'hiko, en hanternoz da Aguascalientes ha d'ar Sierra Fría, e-harz ar Cerro de la Bufa, en un draonienn a zo 2 450 m.

Kreiz-kêr Zacatecas

108 000 a oa o chom enni e 2005.

Kreiz-kêr Zacatecas zo bet diskleriet evel Glad bedel gant an UNESCO en 1993.

Diazezet e voe kêr Zacatecas d'an 8 a viz Gwengolo 1546, hag anvet neuze Minas de los Zacatecas. Mengleuzioù pinvidik a oa, ha pinvidikaet e voe gante rouantelezh Spagn, ma voe anvet ivez Ciudad de Nuestra Señora de los Zacatecas.