Ar Zimbabwe African National Union – Patriotic Front, berraet e ZANU–PF, eo ar strollad e penn Zimbabwe abaoe dieubidigezh ar vro e 1980. Ar strollad a zo bet mestroniet gant Robert Mugabe abaoe 1975. Da gentañ e oa-eñ kentañ ministr ar vro gant ar Zimbabwe African National Union (ZANU) ha goude-se prezidant ar vro e 1987 pa voe kendeuzet ar ZANU gant ar Zimbabwe African People's Union (ZAPU). Adanvet e oa bet unaniezh an daou strollad e ZANU–PF.

Banniel ar ZANU-PF.
Kevredad yaouankiz ar ZANU-PF, ar bezen dindan urzhioù ar prezidant.

E 2014 e oa bet lakaet Grace Mugabe, gwreg ar prezidant, e penn kostezenn maouezed ar strollad.

D'an 19 a viz Du 2017, ar ZANU-PF a skarzhe Robert Mugabe (1924-2019) evel penn ar strollad. En e blas e oa lakaet ar besprezidant Emmerson Mnangagwa a oa deuet neuze da vezañ prezidant nevez Zimbabwe.