Zanzibar zo un enezeg war aod Tanzania, e Meurvor Indez. Div enezenn zo enni : Unguja (anvet ivez a-wechoù Zanzibar), an hini bennañ, er su, ha Pemba, bihanoc’h, en norzh.

Banniel Zanzibar
Kartenn a ziskouez Zanzibar e Tanzania

Bevañ a ra Zanzibar diwar kenwerzh ar spisoù (muskadez, kanell ha pebr, ha dreist-holl tachoù jenofl) ha diwar an touristerezh. A-wechoù ez eus bet graet « Inizi ar Spisoù » eus enezeg Zanzibar (gant Enez Mafia lakaet da heul), met an anv-se a reer ivez eus an Inizi Maluku (en Indonezia bremañ). E miz Ebrel 1964 e oa bet unvanet Republik Zanzibar ha Tanganyika evit sevel Republik Unvan Tanzania. Damemren eo an enezeg, ha Zanzibar City, war enez Unguja, eo ar gêr-benn.

E Zanzibar eo bet ganet ar c’haner Freddie Mercury.

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ



 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.