Zinaida Gippius
Zinaida Nicolaevna Hippius ( Зинаи́да Никола́евна Ги́ппиус e ruseg), a oa ganet d'an 8 a viz Du 1869 e Beliov, marvet d'an 9 a viz Gwengolo 1945 e Pariz, a oa ur varzhez rusek.
E 1889 e timezas d'ar skrivagner Dimitri Merejkovski. A-du e oa gant e vennozhioù-eñ, ha lesanvet e voe « ar Sorserez » gant Leon Trotski. Gant ar skrivagner Dimitri Philosophoff e rejont tiegezh a dri, a lakaas an teodoù da vont en-dro.
Evel he fried e voe plijet o welout renad an tsar o kouezhañ en e boull gant Dispac'h miz C'hwevrer, met kas he doe ouzh ar volcheviked hag ouzh o Dispac'h miz Here. E 1920 e tivroas gant he gwaz, da Bologn da gentañ, da Bariz goude, hag eno e chomjont betek o marv.
Skrivañ a reas un deizlevr diwar-benn ar bloavezh 1919 e Petrograd. Darnoù zo bet embannet e galleg haganvet Journal sous la terreur (Anatolia, 2006).
Beziet e voe e-tal he fried e bered rus Sainte-Geneviève-des-Bois, en (Essonne).
Oberennoù e galleg
kemmañ- Le Pantin du diable
- Le Tsar et la Révolution, 1907 (gant Philosophoff ha Merejkovski)
- Le Règne de l'Antéchrist, 1922 (gant Philosophoff ha Merejkovski)