Zinédine Zidane e 2013

Zinédine Zidane (graet e vez Zizou anezhañ aliesik), bet ganet Zinédine Yazid Zidane d'an 23 a viz Mezheven 1972 e Marselha (Bro-C'hall), zo bet ur melldroader etrebroadel gall.

E grogad diwezhañ en deus dalc'het d'an 9 a viz Gouere 2006 gant skipailh Bro-C'hall, a-enep da hini Italia, da-geñver gourfenn Kib vell-droad ar bed 2006 en Alamagn. Deroet e voe ar Vell aour dezhañ, un trofe o talvezout da wellañ c'hoarier ar genstrivadeg-mañ.

C'hoarier kreiz war an araog e veze war an dachenn.

KleuboùAozañ


Koulzad Kleub Bro Kampionad Kib Broadel Kib Europa
1988 - 1989   AS Cannes   Bro-C'hall 2 grogad - -
1989 - 1990   AS Cannes   Bro-C'hall - - -
1990 - 1991   AS Cannes   Bro-C'hall 28 krogad / 1 pal 3 c'hrogad -
1991 - 1992   AS Cannes   Bro-C'hall 31 c'hrogad / 5 pal 3 c'hrogad 4 c'hrogad
1992 - 1993   Jirondined Bourdel   Bro-C'hall 35 krogad / 10 pal 4 c'hrogad / 1 pal -
1993 - 1994   Jirondined Bourdel   Bro-C'hall 34 krogad / 6 pal 3 c'hrogad 6 krogad / 2 bal
1994 - 1995   Jirondined Bourdel   Bro-C'hall 37 krogad / 6 pal 5 krogad / 1 pal 4 c'hrogad / 1 pal
1995 - 1996   Jirondined Bourdel   Bro-C'hall 33 c'hrogad / 6 pal 3 c'hrogad 15 krogad / 6 pal
1996 - 1997   Juventus Football Club   Italia 29 c'hrogad / 5 pal 2 grogad 13 krogad / 2 bal
1997 - 1998   Juventus Football Club   Italia 32 grogad / 7 pal 5 krogad / 1 pal 11 krogad / 3 fal
1998 - 1999   Juventus Football Club   Italia 25 krogad / 2 bal 5 krogad 10 krogad
1999 - 2000   Juventus Football Club   Italia 32 grogad / 4 pal 3 c'hrogad / 1 pal 6 krogad
2000 - 2001   Juventus Football Club   Italia 33 c'hrogad / 6 pal 2 grogad 4 c'hrogad
2001 - 2002   Real Madrid Club de Fútbol   Spagn 31 c'hrogad / 7 pal 9 c'hrogad / 2 bal 10 krogad / 3 fal
2002 - 2003   Real Madrid Club de Fútbol   Spagn 33 c'hrogad / 9 fal 1 c'hrogad 15 krogad / 3 fal
2003 - 2004   Real Madrid Club de Fútbol   Spagn 33 c'hrogad / 6 pal 7 krogad / 1 pal 10 krogad / 3 fal
2004 - 2005   Real Madrid Club de Fútbol   Spagn 29 c'hrogad / 6 pal 1 c'hrogad 10 krogad
2005 - 2006   Real Madrid Club de Fútbol   Spagn 29 c'hrogad / 9 fal 4 c'hrogad 4 c'hrogad

LoreadegAozañ

"Zidanat"Aozañ

Diwar e anv ez eus bet savet ar ger "zidanad", taol roet gant ar penn, diwar skouer an hini roet gantañ d'ar c'hoarier italian Marco Materazzi, da zeiz c'hoariadenn ziwezhañ kib vell-droad ar bed 2006 etre Italia ha Frañs. Ar verb "zidanat" a dalvez eta kement ha reiñ un taol gant ar penn, evel ur maout, e kreiz bruched un enebour bennak, a-benn e ziharpañ.

ArroudennoùAozañ

« Every day I think about where I come from and I am still proud to be who I am : first, a Kabyle from La Castellane, then an Algerian from Marseille, and then a Frenchman. » - Bomm pennad-kaoz gant ar gazetenn saoz The Observer diwar-benn e identelezh .

Liammoù diavaezAozañ