Zoologischer Garten Berlin
Ar Zoologischer Garten Berlin eo ar zoo koshañ ha brudetañ en Alamagn. Digoret e oa bet e 1844 hag en em ledañ a ra war 35 hektar. Emañ e Berlin, e karter Tiergarten. Gant war-dro 1500 spesad disheñvel hag 20 500 aneval dalc'het, ez eo ar zoo en deus an dastumadenn ledanañ a spesadoù dre ar bed-holl.
Ar zoo gant e lennoù-pesked a zesach bep bloaz 3 milion a weladennerien. Bez' eo ar zoo gweladennet ar muiañ en Europa hag an hini brudetañ er bed.