Arabat droukveskañ gant .22 Long Rifle

An .22 Long zo ur munision armoù-tan hiniennel savet e 1891 e Stadoù-Unanet Amerika. Un adstumm hiroc'h e zouilhez eo eus an .22 Short ijinet er bloavezhioù 1850 gant Smith & Wesson evit o revolver kentañ. Produet e vez c'hoazh hiziv an deiz gant poultr modern hep moged, ha n'eo ket poultr du evel ma oa en XIXvet kantved.

.22 Long
Skeudenn ar pennad .22 Long A gleiz da zehou :

.22 Long - .22 Long Rifle - .22 Magnum

Doare
Kalibr .22 / 5,56 mm
Doare douilhez bourled
Doare skeiñ war an dro
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Muzulioù
Ø bannadell 5,56 mm
Ø kolier 5,7 mm
Ø stagell an douilhez 5,7 mm
Ø korf an douilhez 5,7 mm
Ø strad 7,1 mm
Hirder an douilhez 15,6 mm
Hirder ar gartouchenn 22,6 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 2 g
Tizh o vont e-maez V0 316 m/s
Energiezh ar vannadell 91 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

.22 Long ha .22 Long Rifle kemmañ

Ar gartouchenn .22 Long Rifle zo deveret eus an .22 Long : muzulioù o douilhezioù zo heñvel, met hiroc'h ha ponneroc'h eo boled an .22 Long Rifle (40 greunenn, war-dro 2,8 gram) evit hini an .22 Long (29 greunenn, war-dro 2 gram).[1] An div gartouchenn a c'hall bezañ kambret e armoù modern .22 LR, met ne vo ket a-walc'h galloud unan .22 Long evit lakaat gwikefre un arm damaotomatek da vont en-dro peurliesañ.

Daveennoù kemmañ

  1. (en) HAWKS Chuck, The .22 Short, .22 Long and .22 Long Rifle (lennet d'an 18/05/24)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan