Ar C'hont Alessandro Giuseppe Antonio Anastasio Volta (18 a viz C'hwevrer 1745 Como - 5 a viz Meurzh 1827) a oa ur fizikour italian. Brudet eo en abeg d'e labour war an elektregezh, hag evit bezañ ijinet ar pil elektrek.

Alessandro Volta
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhDugelezh Milano, Republik Sizalpin, Rouantelezh Italia, Lombardia-Veneto Kemmañ
Anv-bihanAlessandro Kemmañ
Anv-familhVolta Kemmañ
Titl noblañsKont Kemmañ
Deiziad ganedigezh18 C'hwe 1745 Kemmañ
Lec'h ganedigezhComo Kemmañ
Deiziad ar marv5 Meu 1827 Kemmañ
Lec'h ar marvComo Kemmañ
Lec'h douaridigezhtomb of Alessandro Volta Kemmañ
PriedTeresa Peregrini Kemmañ
BugelZanino Volta Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetitalianeg, latin, Colombiano Kemmañ
Yezh implijet dre skriditalianeg Kemmañ
Micherphysicist, inventor, kelenner skol-veur, chemist Kemmañ
Tachenn labourphysiology Kemmañ
ImplijerUniversity of Pavia Kemmañ
Kargsenedour Kemmañ
Lec'h labourTerranova Kemmañ
Urzh relijielUrzh ar Vreudeur minor Kemmañ
Prizioù resevetMarc'heg al Lejion a Enor, ezel eus ar Royal Society, Medalenn Copley, Order of the Iron Crown Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadMusée d'histoire des sciences de la Ville de Genève Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Alessandro Volta

Buhez kemmañ

Ganet e oa bet Volta e Como e-lec'h ma voe war ar studi ha ma 'z eas da gelenner er Skol Roueel e 1774.

A-viskoazh eo bet studi an elektregezh e kreiz e breder. Pa oa studier yaouank c'hoazh e skrivas ur varzhoneg e latin diwar-benn ar fenomenenn boemus ha nevez-se. De vi attractiva ignis electrici ac phaenomenis inde pendentibus a voe e skrid skiantel kentañ.

 
De vi attractiva (golo)

E 1775 e krou an elektrofor, ur mekanik a brodu elektregezh statikel, a ro tu dezhañ da seveniñ e-leizh a arnodoù. E 1776-77 e studi kompozadur kimiek gazoù ar geunioù, dizoleiñ a ra ar metan, ha seveniñ a ra arnodoù e-giz loskidigezh ar gazoù en ur besel serr dre berzh ur fulenn elektrek.

E 1779 ez a da gelenner da skol-veur Pavia hag e-pad 25 vloaz e chomo er gador-gelenn-se. Sevel a ra un elektrometr koloennoù, ha da c'houde e sav ar c'hondensor kentañ - plaen metalek goloet gant ur gwiskad gwernis - ha gant an dra-se e voe anataet an elektregezh a zeu diwar kontakt ar metalioù.

Etre 1780 ha 1782 e veaj dre Frañs, Alamagn, an Izelvroioù ha Bro-Saoz ha kenlabourat a ra gant Antoine Lavoisier ha Pierre-Simon Laplace evit studiañ an elektregezh atmosferek.

Da heul dizoloadenn an elektregezh-loen gant Luigi Galvani, e studi Volta adalek 1792 penaos e vez broudet kigennoù ar raned. Disteurel a ra neuze teorienn Galvani a lakae ar pouez war ar gwiad loen. Da veno Volta eo ret kaout ur roudad elektrek serr graet gant metalioù.

E miz Meurzh 1800 ec'h embann Volta en ul lizher da brezidant ar Royal Society ijinadenn ar pil elektrek (pil voltaek) savet gantañ : ur berniadur koubladoù diskoù zink-kouevr stok-ha-stok, gant ul tamm gwiad euvred gant hilienn ( (H2O+NaCl) etre ar c'houbladoù. Pouezañ a ra war ar fed e kemer al laonenn gouevr ur garg negativel hag al laonenn zink ur garg pozitivel pa vezont dispartiet. E miz Du 1801 e kinnig Volta e bil dirak an Institut de France hag eno e lavar e lezenn ar voltadurioù, hag ivez talvoudoù voltadurioù kontakt ar metalioù urzhiet hervez an elektropozitivelezh war zigresk, eus ar zink betek an arc'hant.

Emledadur ar gazoù ivez a voe studiet gant Volta. Ijinañ a reas an eudiometr, anezhañ ur benveg evit dielfennadur volumetrek ar meskadoù gaz. Gant ar benveg-se e sevenas sintezenn gentañ an dour.

E 1794 e timezas Volta da Deresa Peregrini, merc'h ar C'hont Ludovico Peregrini. Tri mab a voe ganet d'ar c'houblad.

E 1819 en em dennas Volta d'e c'hêr c'henidik e lec'h ma varvas d'ar 5 a viz Meurzh 1827. Graet e vo volt eus an unanenn voltadur en enor dezhañ.


Enorioù kemmañ

 
Templ Alessandro Volta e Como
  • E 1794 e voe roet ar vedalenn Copley dezhañ gant ar Royal Society.
  • E 1810 e voe anvet kont gant Napoleon en enor d'e labour war dachenn an elektregezh.
  • E 1815 e voe anvet kelenner war ar brederouriezh e Padova gant impalaer Aostria.
  • Douaret eo Volta e Como en Italia. Goustlet eo templ Volta, e-kichen lenn Como, d'e labourioù : gallout a reer gwelet e vinvioù hag e baperioù orin.
  • E 1881 e voe krouet un unanenn a-bouez anvet ar volt en enor dezhañ.