An Drouizig
Logo
An Drouizig
Logo An Drouizig e 2023
Maskotenn
An Drouizig
Maskotenn An Drouizig e 2023
Titouroù
Anv ofisiel An Drouizig
Deiziad krouiñ 5 Even 2003
Krouerien Philippe Basciano-Ar Gall, Alan Monfort ha Gwenhael ar Menteg
Yezhoù Brezhoneg
Gwir
furm wirel Kevredigezh diskleriet hervez lezenn 1901
Sez (Kêr) Reuz (abaoe 2022)
Sez (Bro) Breizh Breizh
Lec'hienn internet
Perc'henn An Drouizig
Herberc'hier Lws
Lec'hienn internet drouizig.org
Skignañ
Skignañ Web

An DROUIZIG[1] zo ur gevredigezh krouet e Gwened (Mor-Bihan) e miz Ebrel 2003. Anvet e oa Korvigelloù An Drouizig e deroù ar gevredigezh.

Savet eo bet gant Philippe Basciano-Ar Gall, Alan Monfort ha Gwenhael ar Menteg, evit lakaat ar brezhoneg da vont war-raok.

Spisaet eo bet hec'h obererezhioù war dachenn an teknologiezhioù nevez nemetken (urzhiataerioù personel, PDA, hezougelloù, porzhiadoù bilhedoù...)

Istor kemmañ

An deroù (2003-2009) kemmañ

Krouet eo bet An Drouizig gant tri den entanet gant sevenadur Breizh, Philippe Basciano-Ar Gall, Alan Monfort ha Gwenhael ar Menteg.

Ezel e oant holl anezhe eus K.S.G. (Kelc'h Sevenadurel Gwened)[2], krouet gant Tugdual Kalvez.

P'eo bet krouet ar gevredigezh e oa anvet Korvigelloù An Drouizig. Buan eo bet cheñchet anv ar gevredigezh, evit dont da vezañ An Drouizig.

An izili kentañ kemmañ

  • Alan :
  1. Aotreegezh war al Lizhiri arnevez,
  2. yezhour plijet gant an nevezc'herioù,
  3. Bet skrivet gantañ Gerioù evit komz brezhoneg bemdez[3].
  4. Kalz troidigezhioù zo bet graet gantañ, en o zouez bandennoù treset (Gaston Lagaffe...)[4].
  • Gwenhael :
  1. Mestroniezh war ar brezhoneg digant Skol-Veur Roazhon II,
  2. Bet kelenner war ar brezhoneg ha mab ar yezhour eus Brec'h Turiaw ar Menteg[5].
  • Philippe :
  1. Arbennigour war an teknologiezhioù niverel,
  2. Ez-skoliad eus lise Sant-Charlez e Sant-Brieg, eus klasoù prientiñ eus lise Kerichen Brest
  3. Ijinour, bet e ziplom digant Telecom Nancy, e 1996.

Ar skipailh o vont war gresk (2009-2015) kemmañ

2009 kemmañ

Kresket eo ar skipailh e 2009 gant izili nevez:

  1. Kadoriad An Drouizig eo c'hoazh Denis e 2015.

2014 kemmañ

E 2014 eo en em gavet perzhidi nevez er gevredigezh:

Ur skipailh nevez (2016-2023) kemmañ

2016 kemmañ

E 2016 ec'h en em gav:

Palioù ar gevredigezh kemmañ

  • Pal pennañ an Drouizig a zo kinnig binvioù niverel evit aesaat deskiñ ar brezhoneg.

He labourioù diazez kemmañ

War meur a raktres e labour an Drouizig abaoe 2003. E labour a vez rannet e peder lodenn:

  1. Diorren: difazierioù, ur c'hlavier, un displeger... ;
  2. Skrivañ: geriaouegi arbennikaet, kelennskridoù ;
  3. Treiñ: meziantoù, lec'hiennoù, brudañ troidigezh ar re all... ;
  4. Kinnig: buhez ar gevredigezh.

Diorren kemmañ

Difazierioù kemmañ

An Drouizig Difazier kemmañ
  • Ergrafañ ha seveniñ un difazier evit ar reizhskrivadur hag ar c'hevreadur evit ar brezhoneg « An Drouizig Difazier »[6]. Dalc'het eo e ratre, endouget eo bet evit meur a veziant[7],[8] ha brudet eo gant ar gevredigezh.
Hunspell evit ar brezhoneg kemmañ
  • Diorren an difazier Hunspell evit ar brezhoneg.

Meur a bal a zo d'ar raktres-mañ :

  1. An hini kentañ kinnig un difazier frank.
  2. Bodañ hollad geriaouegoù ar brezhoneg, evit ober un difazier evit ar gumuniezh vrezhonek en he fezh.

Raktresoù all kemmañ

  • Kinnig ha gwellaat skoroù evit ar yezhoù ha/pe ar meziantoù e brezhoneg.

Klavier C'HWERTY kemmañ

  • Ergrafañ ha gwerzhañ ur c'hlavier C'HWERTY kempennet evit ar brezhoneg, an esperanteg hag ar yezhoù all gant arouezennoù diforc'hus peurliesañ (diviet eo ar c'henderc'had-mañ hiziv)...
     
    Ar c'hlavier breizhat, kenwerzhet e 2003 gant ar gevredigezh (Korvigelloù) An Drouizig

Displeger verboù brezhoneg kemmañ

Abaoe ar bloavezh 2018 e labour ur rann eus skipailh An Drouizig war ur raktres displeger verboù evit ar verboù brezhonek.

Daou bal a zo d'ar raktres-mañ:

  1. bodañ holl verboù ar brezhoneg en ur zeskrivañ anezho er gwellañ ma c'heller.
  2. kinnig displegadurioù e holl rannyezhoù standardekaet ar brezhoneg.

Skrivañ kemmañ

Geriaouegoù kemmañ

  • Skrivañ geriaouegoù evit lakaat brizhyezh ar stlenneg da vezañ komprenet. Gerva ar stlenneg zo bet savet da renabliñ ar gerioù graet gante e-pad an treiñ[9].

Kelennskridoù kemmañ

  • Skrivañ kelennskridoù da gelenn penaos ober gant ar meziantoù.
  • Peurlipat hag endougen nodrezoù gouezelek ha keltiek betek mentrezh Unicode 16 eizhbit.

Treiñ kemmañ

Meziantoù kemmañ

Gant ar skiant-prenet bet tapet abaoe 2003 war dachenn an treiñ e vez kinniget meur a servij pemdeziek gant ar meziantoù troet gant an Drouizig evel:

  • Servijoù enlinenn (merdeiñ, eskemm...) ;
  • Un heuliad burevek (skrivañ, ...) ;
  • Ostilhoù graferezh (tresañ...).
Servijoù enlinenn kemmañ
Merdeiñ kemmañ
Eskemm kemmañ
Heuliad burevek kemmañ
Skrivañ kemmañ
Ostilhoù graferezh kemmañ
Tresañ kemmañ

C'hoarioù video kemmañ

Ouzhpenn evit meziantoù a vez troet gant An Drouizig c'hoarioù video a vez troet ivez. En o zouez e vez kavet c'hoarioù bihan liesseurt ha c'hoarioù brasoc'h.

C'hoarioù video bihan kemmañ
C'hoarioù video brasoc'h kemmañ
C'hoarioù video frank kemmañ
C'hoarioù video kenwerzhel kemmañ

Dibaboù yezh kemmañ

Troet e vez gant ur c'heriaoueg kempoell. Pa 'z eo ar geriaouegoù stabil e chomo an troidigezhioù efedus evit an arveriaded rak ne vo ket ret dezhe deskiñ-dizeskiñ gerioù disheñvel pa yay d'ur meziant d'egile. Ur vuhez niverel plijus hag efedus e brezhoneg ez eus tro da gaout dre ar meziantoù-mañ.

Pajennadoù da vrudañ he labourioù ha labourioù tud all a zalc'h an Drouizig gant ma chomint war he zachenn oberiantiz[1]. En he dielloù ez eus teuliadoù pe gendivizoù diwar-benn troidigezh ar meziantoù evit ar brezhoneg pe, gant un doare ledanoc'h evit ar yezhoù bihanaet, eus rannvroioù, lakaet diaes o buhez rak n'int ket ken donezonet hag ar brezhoneg.

Kinnig kemmañ

Prezegennoù e galleg a ginnig an Drouizig ivez evit diskouez he labourioù, displegañ he dibaboù[13]

Traoù all kaset da benn kemmañ

  • Deverket eo bet ar voneg pivelezh (LCID) 0x047e=1150 d'ar brezhoneg gant Microsoft e dibenn 2006[14]. Goulennet eo bet e 2002 gant an Drouizig, bountet warni gant Ofis ar Brezhoneg war-lerc'h. A-drugarez d'ar voneg-se ez eo deuet da vezañ posupl troidigezh meziantoù Microsoft e brezhoneg, da gentañ penn he reizhiad korvoiñ Windows hag he heuliad burevek Office.
  • Lakaet kefridiel eo bet ar brezhoneg e-barzh kenderc'hadoù ensavidigezh Mozilla[15], gant an Drouizig, skoazellet gant nebeut a dud. Gant an Drouizig eo ardoet an troidigezhioù.
  • Kemeret eo bet e kont gant OpenOffice.org ar yezhoù br-FR (brezhoneg)[16] ha la-VA (latin)[17].
  • Kemeret eo bet e kont gant OpenOffice.org teir yezh all eus Bro-C'hall (tahitianeg, shimaoreg, kibuchieg)[18].
  • Skrivet ez eus bet sturioù evit klavieroù arbennik evit yezhoù dre arouezennoù diforc'hus. Ur stur evit ur c'hlavier keverlec'h gant AZERTY zo bet savet evit an esperanteg da skouer. Sturioù all zo bet skrivet evit ar chimaoreg, ar peuleg pe an eweeg.
  • Un difazier reizhskrivadurel zo bet krouet evit al latin COL[19] gant an Drouizig. Skiantourion war ar Grennamzer pe dud an Iliz a ra gantañ.

Live yezh ha dibaboù gerioù kemmañ

Anavezet eo an Drouizig en abeg d'he dibaboù gerioù. Lakaet eo bet e pleustr a-dost labourioù Guy Étienne, savet gantañ Geriadur ar Stlenneg[20], embannet gant Preder e 1995. Hêrez war-eeun d'ar Skol SADED, e kinnig Preder ul labour nevezc'heriañ e brezhoneg a zo troet davet amprestañ, adkelc'hiañ pe c'hoveliañ gerioù nevez diazezet war gwriziennoù brezhonek pe geltiek (brezhoneg, henvrezhoneg, krennvrezhoneg, kembraeg, galianeg...). Ganti e vez laosket a-gostez gant un doare emgefreek pe dost ar gerioù "etrevroadel" pe dapet diouzh ar galleg.

Rebechet ez eus bet ouzh an Drouizig testennoù re "zigomprenadus", troidigezhioù diaes evit ar re n'o deus ket desket. A-eneb d'ar rebechoù-se he deus respontet an Drouizig e oa bet tennet he geriaoueg diouzh labourioù anavezet, embannet, lavaret talvoudus gant arbennigourion, labourioù a roe d'an Drouizig un azez labour sirius hag aes da gorvoiñ.

Notennoù ha daveoù kemmañ

  1. 1,0 ha1,1 http://www.drouizig.org
  2. http://www.languebretonne-ksg.org
  3. Monfort, Alan. Gerioù evit komz brezhoneg bemdez = Des mots pour parler le breton tous les jours. S.l.: Alan Monfort, 1998. 978-2-9512487-0-0
  4. http://hizivandeiz.free.fr
  5. http://rezore.blogspirit.com/archive/2007/10/01/brezhoneg-ur-geriadur-nevez-un-nouveau-dictionnaire.html
  6. http://blogs.msdn.com/b/correcteurorthographiqueoffice/archive/2007/09/18/un-correcteur-orthographique-et-grammatical-breton-pour-office-2007.aspx
  7. https://web.archive.org/web/20130117034008/https://addons.mozilla.org/en-US/firefox/addon/breton-spell-checking-dictiona/
  8. http://extensions.libreoffice.org/extension-center/an-drouizig-breton-spellchecker
  9. https://web.archive.org/web/20130202032504/http://www.difetis.com/fr/dictionnaire/30-gerva-ar-stlenneg.html
  10. http://www.mozilla.org/br/firefox/fx/
  11. http://www.mozilla.org/br/thunderbird/
  12. http://www.libreoffice.org/download/?type=win-x86
  13. http://www.letelegramme.com/local/cotes-d-armor/lannion-paimpol/larochederrie/cavan/ti-ar-vro-conference-ce-soir-avec-an-drouizig-14-10-2011-1463993.php?xtmc=langue&xtcr=3
  14. http://msdn.microsoft.com/en-us/goglobal/bb964664
  15. https://bugzilla.mozilla.org/show_bug.cgi?id=443368
  16. https://issues.apache.org/ooo/show_bug.cgi?id=48948
  17. https://issues.apache.org/ooo/show_bug.cgi?id=64838
  18. https://issues.apache.org/ooo/show_bug.cgi?id=108600
  19. https://web.archive.org/web/20120724120001/http://drouizig.org/index.php?option=com_content&view=article&id=75&Itemid=68&lang=fr
  20. https://web.archive.org/web/20131031221110/http://preder.net/index.php?option=com_content&view=article&id=1275%3Adictionnaire-de-linformatique&catid=40%3Adictionnaires&Itemid=65&lang=fr