Béla Kun (ganet Béla Kohn d'an 20 a viz C'hwevrer 1886 hag aet da Anaon d'an 29 a viz Eost 1938) a oa ur reveulziour komunour hungarat ha politikour, bet e penn Republik Soviedel Hungaria e 1919.

Béla Kun
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhHungaria, Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denKun Béla Kemmañ
Anv ganedigezhKohn Béla Kemmañ
Anv-bihanBéla Kemmañ
Anv-familhKun Kemmañ
Deiziad ganedigezh20 C'hwe 1886 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCehu Silvaniei Kemmañ
Deiziad ar marv29 Eos 1938 Kemmañ
Lec'h ar marvMoskov Kemmañ
Doare mervelunnatural death, Kastiz ar marv, muntr Kemmañ
Abeg ar marvlazhidigezh Kemmañ
Lec'h douaridigezhKommunarka shooting ground Kemmañ
PriedIrén Gál Kemmañ
BugelÁgnes Kun, Miklós Kun Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivethungareg, rusianeg Kemmañ
Micherpolitiker, diplomat, kazetenner Kemmañ
KargMinister of Foreign Affairs of Hungary, member of ECCI Kemmañ
Bet war ar studi eFranz Joseph University, Calvinist College in Zilah Kemmañ
Lec'h labourCluj-Napoca Kemmañ
Strollad politikelCommunist Party of Hungary, Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel Kemmañ
Relijiondizoueegezh Kemmañ
Perzhiad e17th Congress of the All-Union Communist Party Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ Kemmañ

Lakaet voe da gablus evit bezañ trotskiour hag erfin e voe kondaonet d'ar marv ha fuzuilhet, e-pad ar Spurjadennoù Bras.

E dad a oa noter, a orin yuzev hungarat, ha troet a-gleiz, neuze sokial-demokrat. Hungaradez Transilvanian oa e vamm, eus ur familh kalvinour, hogen hini ebet anezho ne oa feizour aketus.

Béla Kohn a glaskas magyarizañ e anv er stumm Kun, e 1904. Goude bezañ kroget gant studioù berr war ar gwir e skol-veur Kolozsvár, ec’h emezelas yaouank-tre e bed ar politikerezh, da gentañ e Transilvania ha goude-se e Budapest. Galvet e voe e 1914 hag ez eas d’en em gannañ war an talbenn, deus tu Rusia. Prizoniet e voe e 1916, ha bac’het en ur c’hamp-bac’h. Eno e reas anaoudegezh gant ar volchevikouriezh, testennoù Karl Marx hag ar reveulziourien, a zibabas heuliañ adal neuze.

Gant Lenin e kejas e Rusia soviedel. Hemañ a soñjas dezhañ e oa speredek an den, gant startijenn, danvez un den karismatek anezhañ, hogen re bront ivez neoazh. Hervez Soviediz e vije bet barrek Kun da dranspoziñ ar patrom komunour da vro Hungaria. Heuliañ a reas Kun a-bep seurt kentelioù war an taktikoù reveulziour, kement ha war ar propaganda. E 1918, gant diskar an impalaeriezhioù kreiz europaat, e voe dilodennet Aostria-Hungaria. Lenin ha Trotsky a soñje dezho e oa poent bras da v-Béla Kun distreiñ d’e vro, evit dont a-benn da lakaat e pleustr ur emsav reveulziour taer. Gant Kun hag ar genduidi komunour hungarat all, e kenliammjont evit sevel, e miz Du 1918, ar strollad komunour hungarat.

1919 : Mestr Republik ar C'huzulioù kemmañ

Diframmet e voe Impalaeriezh Aostria-Hungaria, ha staliet en he flas ar Republik demokratel hungarat. Kevreañ a reas ar gomunourien gant ar sokial-demokrated. D’an 21 a viz Meurzh 1919 e voe savet Republik ar c'huzulioù, diwar skouer kuzul al labourerien Rusia (1905, hag hini 1917-1918) ; koulz hag hini Alamagn (1918-1919). Mar doa Sándor Garbai mestr ofisiel ar gouarnamant, e oa Béla Kun avat, er post komiser an aferioù estren, hag e oa en gwirionez pennañ rener ar renad se. Tibor Szamuely a oa e karg deus fonktionoù komiser an aferioù soudardel hag en doa ivez ur roll a bouez.

Er penn kentañ e oa harpet Béla Kun gant ul loden vat eus an dud, gant ar vourc’hizien hag an arme eta, peogwir e klaske adtapout gant an armoù, an tiriadoù hungarat.

Diwar gement-se e tisoc’has war krouidigezh ur c’hengevredadur enepkomunour franko-rouman, franko-serb, tcheko-slovak hag hungarat mirelour, gant Gyula Peidl et Miklos Horthy en o zouez. Brezel enep bolchevik hañv 1919 en doa skubet republik ar c’huzul a oa padet 133 devezh.

Kun a gomprenas n’hellfe ket adkavout an harzoù hungarat evel ma oant bet  kent 1918, hag e kavas gwell eta harpañ krouidigezh ur republik komunour c’hoar er Banar hag e Slovakia. E-mesk reuzioù ha trubuilhoù miz Gouere 1919, e voe darbet da Gun bout skarzhet dre un taol stad, sturiet gant elfennoù komunour eus ar re daerañ, kaset da benn marteze gant Tibor Szamuely.  D’an 2 a viz Eost, e steuzias Republik ar c’huzul, en ur rediañ he renerien da skampañ kuit etrezek Rusia soviedel.

Da-heul e voe savet ur republik mirelour, hogen profitañ a reas benn fin ar gont d’an emsav broadelour kaset da benn gant Miklós Horthy. Gwasoc’h c'hoazh e voe renad spont kaset gant arme vroadel Horthy evit a sell ar reuzidi, eget ar spont ruz kaset gant Kun.

Da Hungaria e tec’has kuit Kun evit moned da gouach en Hungaria, beajiñ en Europa ar c’hornog dindan ur falzanv, hag e kavas a-benn ar fin repu e Rusia soviedel, lec’h ma voe graet komiser politikel anezhañ, e serr an arme ruz hag e kemeras perzh er brezel sivil rusian. Goude ma voe trec’h ar volcheviked e Krimea, ec’h urzhias lazhañ ofisourien gwenn eus tu arme Piotr Nikolaïevitch Wrangel, pan voent en em rentet. Ur wech staliet e Rusia, e chomas bras e levezon e-mesk ar galloud soviedel, hag e voe graet anezhañ ur rener a bouez evit an III de etrevroadel (Komintern). Koulskoude e vage douetañs Lenin outañ abalamour d’e zoare taer ha tarzhus ». Derou 1921 e voe kaset gant Mátyás Rákosi da Alamagn gant Grigori Zinoviev ha Karl Radek, evit lakaat ar strollad komunour da sevel a-enep da republik Weimar, a-benn lakaat ar reveulzi komunour da vleuniañ er vro-se. Hogen ur gwir c’hwitatenn e voe « obererezh Meurzh » a-hervez e rae goap Lenin, e galleg war e zivout, en ur vennegi “betizoù Bela Kun” (pe ar « c’huneriez » hervez pozioù Victor Méric).

1937-1938 : harzhadennoù e-pad spurjadegoù Stalin kemmañ

E-kerzh ar spurjadennoù stalinian, e voe tamalet dezhañ bout trotskiour, hag e voe harzet e 1937. Boureviet e voe koulz hag an deviationisted all, gant an NKVD. Kaset e voe d’ar goulag d’an 29 a viz Eost 1938. Rákosi, a oa bet ur c’henstourmer gantañ hag en doa kemeret perzh en taol-stad e 1919. Tra souezhus evit hemañ, n'eo ket lazhet er spurjoù rak prizoniet e voe en touloù-bac’h hungarat betek 1940 kent dont da vezañ unan eus fidelañ letanant ar stalinouriezh hungarat goude 1945. Petra an diaoul ?

Ur monumant zo gouestlet da Gun e bro Hungaria a c’heller gwelet er Memento Park, e Budapest.