Ar botoù-koad (ur votez-koad en unander) zo botoù graet e koad, faou peurliesañ, hogen haleg ivez.

Botez-koad
Ober botoù-koad e Breizh.
Sede penaos e vez graet botoù-koad.

E kalz broioù europat e veze gwisket botoù-koad. Brudet eo botoù-koad an Izelvroioù ha re Sveden, en Europa, ha re Japan en Azia.

E Breizh kemmañ

E Breizh, war ar maez, e veze botoù-koad gant an holl betek er bloavezhioù 1950. Botaouerien-goad a vicher a oa, evel tad-kozh Pêr-Jakez Heliaz[1]. N'eus ket kalz anezho ken[2]. Gwelet e veze :

  • "botoù Kerne" : e koad en o fezh, tachet an dindan, douget gant ur c'houchad plouz e-barzh
  • "botoù Leonad" : ur vourellenn lêr war-c'horre chouk an troad (dindan, bandennoù kaoutchou kentoc'h), douget gant chaosonoù an aliesañ
  • evit ar merc'hed, boteier skañvoc'h gant ul lêrenn dantelezet (evit ar Sul hag ar pourmen)

Skeudennoù kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Sellit ouzh Marh al lorh pe Le Cheval d'Orgueil
  2. Unan zo e Rieg, unan e Kamorzh, [1], hag unan e Benac'h.