Chapel Koadri
Chapel Koadri, pe Chapel ar Salver Santel e Koadri, zo ur chapel lec'hiet e kumun Skaer e departamant Penn-ar-Bed.
Ilizoù Breizh | |
---|---|
Salver Santel Koadri | |
Nev ar chapel 48° 00' 23" N – 3° 58' 50" K | |
Relijion | Katoligiezh |
Statud | Iliz-trev |
Parrez | Skaer |
| |
Saverezh • Deroù • Diwezh |
XIvet kantved XVIIIvet kantved |
Stil | Gotek Romanek |
| |
Gwarez | Monumant istorel (1933) |
Istor kemmañ
Ur vojenn a lavar e voe savet gant ur C'hont Trewalod, evit sentiñ d'ul le en doa graet da Zoue.
War-dro kreiz an XIIvet kantved e oa perc'hennet ar chapel gant Urzh an Templ. Pa voe dispennet an urzh, e voe hi lakaet dindan gwarez Herberc'hourien Sant Yann Jeruzalem, hag e chomas hi ganto betek an Dispac'h Gall. Ar chapel a oa gouestlet da Sant Yann Vadezour. Stag e oa ouzh komandiri ar Fouilhez (kroaz Malta zo kizellet war unan eus ar pileroù).
Arkitektouriezh kemmañ
An diavaez kemmañ
Al leurgêr kemmañ
Ar porzh-iliz kemmañ
E 1691 e voe adsavet an tal.
Ar sekretiri kemmañ
Ar c'halvar kemmañ
Ar feunteun kemmañ
An diabarzh kemmañ
Ar c'heur kemmañ
Ar c'heur, eus ar XIVvet kantvet pe eus deroù ar XVvet kantved, zo a zoare gotek gant e bilieroù eizhkostezhek hag e volzoù torret. Ennañ zo arrebeuri e giz disgompez.
Kaeraet eo bet ar c'heur gant gweraj war gombodoù hag a-us dezho zo ur werennbannel tanflamm.
Stern-aoter kemmañ
A-raok ma oa bet adkempenet, talbenn meur an aoter bras kizellet a daolenne ar Goan Sakr. Ur wech tennet ar c'hizelladurioù, e voe kavet dindano livadurioù kozh aozet e penn kentañ an XVIIIvet kantved. Adkepennet int bet ha miret.
An nev hag ar adnevoù kemmañ
An nev, dezhi peder gwareg-volz, zo savet war bilieroù hirgarrezek beskëllet (XIvet kantved). War o gorre bolzoù kromm reizh a zo testoù eus an arz romanek a oa en e vleuñv d'ar mare-se.
A-us d'ar c'hrommennoù al livour Fischer en doa graet e 1870 ul livadur-moger a bevarzek taolenn diwar-benn buhez ha marv ar C'hrist.
Gwelout a reer war voger ar c'hreisteiz ul livadur-moger adkempennet e 1991 a taolenna Santez Anna ar Vretoned gant ar Werc'hez Vari dirak he barlenn.
En adnev an hanternoz, a-us d'un aoter bihan ez eus ur c'hraouig Nedeleg gant delwennigoù koad lieslivet. Diskouez a ra ar C'hinivelezh. A-us da se e weler torosenadur-moger greunvaen kaer-tre. Diskouez a ra an Daspren.
Un tammig a-gostez, er memes tu un nev bezia eus an XVIIIvet kantved, marilhet war roll ar monumantoù istorel, a zo enni ur beziadur hag ur panel koad bras, benet warnañ biñvioù ar Basion.
Delwennoù hag arrebeuri kemmañ
Puilh eo an arrebeuri.
Delvennoù kaer, lod e mein, lod all e koad liesliv, zo er chapel. Gant garanoù an torosenadur e vez kavet 26 delwenn enni. Adkempenet eo bet ar re heverkañ er bloavezhioù diwezhañ.
An holl zelwennoù zo diwar-benn:
- ar Salver hag e Ziskibled: an Aotroù-Krist, an Itron Varia, Santez Anna, Sant Joakim, Itron Varia Kergornek, ar C'hrist gourvezet, ar Sebeliadur, , an Dremm Santel
- ar Vadoberourien: Sant Roc'h pe Sant Vaodez, Santez Tereza, Sant Alar