Implijet e vez an termen yezhoniel deiktelezh heverk (saoz.: switch reference) evit komz eus un doare deiktelezh prezegennel implijet gant morfologiezh verbel yezhoù zo evit merkañ natur al liammoù anaforel etre lavarennoù, da lâret eo hag-eñ eo kevatal rener ur verb da hini ul lavarenn gent.

Gant seurt yezhadurioù e vez merket, da skouer, an diforc'h etre:

"Yann a skoas Pêr hag mont a reas kuit"

hag a c'hall talvezout ken "mont a reas kuit Pêr" ha "mont a reas kuit Yann" e brezhoneg

E berr gomzoù, merket e vez gant ar yezhoù gante ur sistem deiktelezh heverk hag-eñ eo disheñvel ("RD": "rener disheñvel"; saoz. SS: same subject) pe heñvel ("RH": "rener heñvel"; saoz. DS: different subject) rener lavarennoù kenstag an eil ouzh eben rener (SS). En degouezh-mañ e vez termenet rener ar frazenn hervez doareoù ar yezhoù gante ur sistem Nominativel-akuzativel, zoken evit ar yezhoù gante ur sistem ergativel, da lâret eo: ur rener a zo anezhañ arguzenn nemeti ul lavarenn nann-tranzitivel pe c'hoazh graer ul lavarenn dranzitivel.

Implijet e vez ur sistem deiktelezh heverk gant ar wachoeg: diverk e chom RH met merket e vez RD gant an dibenn (skouerioù tennet diwar Mithun 1999: 269), da skouer

yá·saʔ duléʔšugi yá·saʔ gedumbéc̓edášaʔi
adarre en.a zo.oc'h astenn.davet.eñ adarre en.a zo.o vont.da.broudañ.eñ (anezhañ)
"Adarre emañ (-) o'ch en em astenn davetañ, adarre emañ (-) o vont da vroudañ anezhañ" (memes rener)
mémluyi -š lémehi
te.a debres -DIFFERENT.SUBJECT Me.zo o vont da.evañ
"Ma debres (-te), ec'h evin (-me)" (renerion disheñvel)

Bez' e c'hell talvezout an diforc'h etre RD ha RH da verkañ liammoù all ivez ouzhpenn hini ur rener nominativel deskrivet a-us.

Ouzhpenn diskwel hag-eñ eo heñvel pe disheñvel renerion lavarennoù an eil war-lerc'h eben anvet "merkadur kemalennek" (saoz. sequential marking), gant yezhoù zo e talvez ar sistem deiktelezh heverk da verkañ ar verboù en ul lavarenn greizennus (saoz. focus clause) en ur frazenn, peurliesañ an hini diwezhañ, hep derc'hel kont eus ar fed ma teu al lavarenn-se a-raok pe goude al lavarenn verket. Bez' e c'hell bezañ merket neuze gant merkoù RD verboù kemalennek gante ur rener disheñvel diouzh hini al lavarenn kengreizennus. Graet e vez "merkadur kengreizennel" eus deiklelezh heverk a seurt-se, sañset implijet gant ar c'hachayeg.

A-wezhoù e vez implijet an difoc'h RD-RH gant "renerion tu-gin" (saozneg: opposite subject), da lâret eo, da skouer, ma'c'h eo disheñvel rener al lavarenn da heul diouzh hini al lavarenn gent met p'emañ strizh-tre al liamm etre an oberoù deskrivet gant an div lavarenn-se e c'hell bezañ implijet ar merk RH e lec'h ar merk RD. Pe, er c'hontrol, e e c'hell bezañ implijet ar merkoù RD p'eo kevatal rener an div lavarenn met deskrivet degouezhioù diliamm enne. En degouezhioù a seurt-se neuze e ne vez implijet ar merkoù RD ha RH evit diskwel hag-eñ eo heñvel pe disheñvel rener div lavarenn nemetken met ivez evit diskwel hag-eñ ec'h eo arheuilh pe get an oberoù pe an degouezhioù deskrivet gant al lavarennoù enne ar merkoù-se.

O vont un tamm pelloc'h c'hoazh e vez implijet seurt sistemoù deiktel heverk evit resisaat pishoc'h al liamm etre lavarennoù. E kateg (kâte) komzet e Ginea-Nevez, da skouer, e vez implijet betek pevar merk disheñvel evit merkañ koulz an diforc'h etre RD ha RH diouzh un tu hag ivez hag-eñ eo c'hoarvez an degouezhioù deskrivet gante an eil war lec'h egile renk-ouzh-renk pe war un dro.

Ar yezhoù gante ur sistem deiktel heverk a ra nebeut-tre gant paoelloù kevreadurezhel (saoz.: syntactic pivot) ha gwelloc'h e komz eus paoelloù pragmatek pe semantikel evit paoelloù yezhadurel pe morfologel.

Alies a-walc'h e vank d'ar yezhoù implijet gante sistemoù deiktelezh heverk an tu gouzañv hag an tu amc'houzañv pe c'hoazh ma'z eu eus ar tuioù e vezont implijet evit degas elfennoù semantikel, rak ar sistem heverjk an hini eo hag a zo e karg eus seurt tuioù.