Geco (munisionoù)

(Adkaset eus Gustav Genschow & Co)

Geco zo un embregerezh alaman hag a brodu munisionoù armoù-tan hiniennel. Krouet e oa bet e 1887 dindan an anv Gustav Genschow & Co.

Ur voestad kartouchennoù .22 Long Rifle evit an armoù damaotomatek produet gant Geco.

Istor kemmañ

E 1887 e savas Gustav Genschow, genidik eus Stralsund (Pomerania, Alamagn), e embregerezh sevel kartouchennoù-chase ha drajez-kartouchennoù. Etre 1889 ha 1906 e kreskas o prenañ embregerezhioù all. E 1912 e tigoras un is-embregerezh e Vienna evit pourvezañ marc'hadoù Aostria-Hungaria. E 1927 e sinas un emglev gant ar produer munisionoù RWS. E 1952 e adkrogas da sevel munisionoù chase ha sportoù tennañ, a-raok bezañ prenet gant ar strollad Dynamit Nobel AG e 1962. E 1972 e tilojas e uzinoù e Fürth (Bavaria). E 2002 e voe prenet Nobel AG gant ar strollad suis RUAG Ammotec Group, a voe e-unan prenet gant ar strollad Beretta Holding e 2022.[1]

Hiziv an deiz e produ an embregerezh munisionoù ha dafar optek evit ar chaseerien hag ar sportoù tennañ.

Daveennoù kemmañ

  1. (de) Die Geco Story war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 13/05/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan