Gwezhenneg zo un anv-tiegezh brezhonek hag a zeu eus un anv-badez kozh, anv sant Gwezhenneg, unan eus mibien Fragan. Uuetenoc zo meneget alies e Diellevr Redon. Dont a ra an anv-se eus ar brezhoneg kozh uueten (emgann).

Kalz stummoù gallekaet disheñvel a gaver e marilh ar boblañs : Guezennec, Guézennec, Guézenec, Guéthénoc, Guézenoc, Guéhenneuc, Guéhenno, Guihenneuc, Guihéneuc, Guiheneuf, Guihenneuf, Guiszeneuf, Guineheux, Guinéheux, Guinéheu, hag all, hag all.

E Beuzid-Klison e oa ganet ur bugel dindan anv Guiheneuf e 1781 ha marvet dindan hini Dixneuf e 1783. Er XVIIvet kantved e oa c'hoarvezet ar memes tra e La Boissière-de-Montaigu, e marzioù dispartiañ Breizh ha Poatev, lec'h ma oa deuet an anv Guineheuf da vezañ Guyneuf hag a-benn ar fin, Dixneuf.

Anv-lec'h kemmañ

Tud kemmañ

Gwethenog kemmañ

Guezennec, Guézenec, Guéhennec kemmañ

Guéhéneuc kemmañ

Ur familh nobl gall a orin breizhat eo :

Guéhenneux kemmañ

E Bro-Gwened ha Bro-Naoned.

Guéhenno kemmañ

Guiheneuf, Guihenneuf kemmañ