Lois Kuter a zo ur gelennerez skol-veur hag ur virourez mirdi stadunanat war ar sonouriezh-werin. Pa oa o sevel un dezenn war sonerezh ar bobl hag hini Bro-Iwerzhon da-gentañ holl eo deuet da vezañ dedennet gant ar c'han brezhonek ha diouzh-se gant statud ar brezhoneg. Bet eo unan eus diazezerien skourr stadunanat an International Committee for the Defence of the breton Language (ICDBL = C'hengor etrebroadel evit difenn ar brezhoneg) hag eo-hi e genurzhierez, ur c'hantad a izili ennañ.

Buhez kemmañ

Deuet e oe da Vreizh e 1978 evit he studioù hag e reas ur gejadenn a-bouez pa selaou a reas ouzh sonadegoù ar Gevrenn Alre. Setu perak he deus talc'het da lakaat ar Gevrenn da gemer perzh e ambrougadeg Sant Padraig e Nevez-York e Meurzh 2007.
Ur wech distroet da SUA e lakaas da embann ur gelaouennig saoznek "Bro Nevez" e 1980 hag e 1981 e kemeras-hi perzh da grouidigezh an ICBDL.
Produet he deus abadennoù sonerezh vreizhek war ar skingomz stadunanat (muioc'h evit 120 anezho).
E 1995 e resevas digant Skol-Uhel ar Vro kolier Urzh an Erminig evit he labour evit Breizh. Maeronez Skol Diwan Landerne eo.

Liammoù diavaez kemmañ

Lec'hienn an International Committee for the Defence of the breton Language (ICDBL).
Roll ar re o deus resevet kolier Urzh an Erminig war lec'hienn Skol-Uhel ar Vro (gant poltred Lois Kuter)