Manufacture d'Armes de Bayonne

Ar Manufacture d'Armes de Bayonne, anvet boaz MAB, a oa un embregerezh pistolennoù damaotomatek digoret e 1920 ha serret e 1981.

Léon Barthe a voe ganet e 1882 e Saint-Vincent-de-Tyrosse (Landes). Studiañ a reas an armeuriezh e Liège hag e Saint-Étienne. E 1904 e tigoras ur stal armoù ha munisionoù e Baiona (9, straed Gambetta). A-raok deroù ar Brezel-bed Kentañ e oa krog da enporzhiañ pistolennoù damaotomatek Rex savet e Eibar. E 1920 e tigoras ul labouradeg da sevel armoù e-unan. Anvet e voe da gentañ Manufacture d'Armes Automatiques, met buan e cheñchas hec'h anv da Manufacture d'Armes de Bayonne, M.A.B. he lizherennoù kentañ : evel-se e felle da Léon Barthe bezañ heñvel ouzh labouradegoù perc'hennet gant ar Stad evel ar M.A.S. (Saint-Étienne), ar M.A.T. (Tulle) pe ar M.A.C. (Châtellerault). Diazezet e oa e karter an Allées Marines e Baiona.[1]

D'ar poent-se e oa aotreet da neb a gare e Frañs kaout pistolennoù bihan kambret e 6,35 mm d'en em zifenn, ha dour a redas da vilin ar MAB diwar neuze. E 1925 e voe kinniget ar Modèle A, ar bistolenn gentañ ijinet ha savet gant an embregerezh. Awenet e oa he gwikefre gant hini ar Browning M1906. E-pad an Eil Brezel-bed e savas ar M.A.B. pistolennoù Modèle D evit ar Wehrmacht. Goude 1945 e savas ivez un nebeud pistolennoù kambret e .22 Long Rifle evit ar sportoù tennañ.

Er bloavezhioù 1970 e tremenas ar MAB dindan ren an embregerezh FN Herstal eus Belgia. E 1981 e tisklêrias Herstal e werzhe e lodennoù eus ar MAB, da lavaret eo 40%. Daoust d'ur c'harned-urzhiañ leun abalamour da c'houlennoù labouradegoù Tulle, Saint-Étienne ha Ministère de la Coopération gall e serras an embregerezh e dibenn 1982. 98 den a laboure evit ar MAB d'ar mare-se. Lod anezhe a zigoras un embregerezh e Biarritz anvet MABCO evit kenderc'hel da broduiñ ar bistolenn PA-15.[2]

 
Ur bistolenn MAB Modèle C.

Pistolennoù produet

kemmañ
  • Modèle A (1925), kalibr 6,35 mm
  • Modèle B (1932), kalibr 6,35 mm
  • Modèle C (1945), kalibr 7,65 mm
  • Modèle D, produet etre 1933 ha 1940 evit ar marc'had sivil. Kambret e oa e 7,65 mm. Un nebeud kantadoù a voe produet evit ar Wehrmacht e-pad an Eil Brezel-bed dindan an anv "Pistole MAB Kaliber 7.65 mm".[3]
  • Modèle F (1950), kalibr .22 Long Rifle
  • Modèle G, kalibr .22 Long Rifle
  • Modèle GZ, kalibr 7,65 mm
  • Modèle R, kalibroù 7,65 mm pe .380 ACP
  • P8 (1966), kalibr 9 mm Parabellum
  • PA-15 ha P15 F1 (1966), kalibr 9 mm Parabellum

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr) CASANOVA Daniel & BASTIÉ Jean-Pierre, Les pistolets MAB, Histoire de la Manufacture d'armes de Bayonne, 2015, 168 p.

Daveennoù

kemmañ
  1. (en) BUFFALOE Ed, A brief history of M.A.B. war Unblinkingeye.com (lennet d'an 22/05/2024)
  2. (fr) Pyrénées-Atlantiques : dépôt du bilan de la manufacture d'armes de Bayonne skignet d'ar 17/09/1982, FR3 Bordeaux, war lec'hienn an INA (gwelet d'an 22/05/2024)
  3. (fr) MAB Mod. D war al lec'hienn Littlegun (diellet) (lennet d'an 22/05/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan