Ar Marsupilami a zo ul loen krouet gant André Franquin e 1952 a gaver en heuliad bannoù-treset Spirou ha Fantasio. Leun a faltazi ha fent eo, evit brasañ plijadur e lennerien. Un nerzh-harkul hag ul lost hir en deus, talvoudus kenañ dezhañ. Bevañ a ra er c'hoad-gouez e Palombia, ur vro sudamerikan faltaziek. Fantasio a vefe bet an hini kentañ da dapout al loen-mañ a-hervez.

Lesanvet en deus Franquin anezhañ e 1952 gant an anv skiantel Marsupilamus fantasii. Met e 1997, an albom Houba Banana a ro d'al loen an anv Marsupilami franquini evit enoriñ Franquin aet d'an anaon.

Al loen kemmañ

Ul loen ral eo ar marsupilami, a vev e janglenn amazonian Palombia, e korn-bro menez-tan El Sombrero e Brazil.

E gorf kemmañ

Muzuliañ a ra ar marsupilami war-dro ur metr. Melen eo, gant pikoù du. Du a c'hall bezañ a-wechoù avat.

E lost a c'hall tapout krog e-barzh kement tra a zo pe dost. Muzuliañ a ra betek 8 metr, daoust da hini ar barez o vezañ berroc'h. E hir a lost a zo talvoudus kenañ evit gwir : servij a ra da vont ha dont dillo etre ar gwezennoù pe war al leur evel ur winterell pe ur rod, pe evit krapiñ. Ur arm eo ivez, pa ra ar marsupilami ur meilh-dorn anezhañ, pe p'en deus c'hoant da lakaat e breizherien difiñv. Pesketa a ra, c'hoari a ra ha hoalañ a ra e barez gantañ ivez.

Ar barez a ya war begoù he zreid, a-bilbazig. Stumm ur berenn eo he uioù, lost ar grouell o lojañ el lodenn hiraet. Leun a skoulmoù eo lost he re vihan pa zeuont er bed.

Ma klaskfe unan bennak tostaat ar marsupilami eus ur spesad loened e vefe ar monotremata, e-kichen an ekidne hag an ornitorink. Hogen, ret e vefe diwall rak Franquin en doa c'hoant just-awalc'h da grouiñ ul loen na vefe eus urzhiad ebet a zo er bed.

 
Spirou et les hommes-bulles (1959) gant Franquin

E voued kemmañ

Hervez an ergezherez Seccotine, he doa taolennet ar gwellañ ar marsupilami war-lerc'h Spirou et Fantasio, ar marsupilami a zo ul loen hollzebrer. Gwell eo gantañ avat ar c'hwenn, ar frouezh, ar piranha (pesked kigdebrer) hag ar merien kigdebrer.

Kalet eo e stomog, a c'hall da skouer diwaskañ litradoù a alkool-leskiñ.

Boazioù ha buhezegezh kemmañ

Familhoù ar marsupilamied a vev en un neizh graet eus troellblantennoù, stumm ur blodeg daougleurek dezhañ. Strewet eo gant pluennoù araed ha fichet gant bleunioù c'hwezh vat ganto. Gallout a ra serriñ an neizh buan o lakaat an daou drabell da dostaat.

Bevañ a ra er gwez peurliesañ. Anavezout a ra an amzer, plezhañ ar plantennoù, ar skoulmoù ha fardañ krampouezh. Gouzout a ouzer eo divelfennek abaoe an albom Le Repaire de la murène. Implij a ra e lost evit pouleñvat a-benn mont war-raok. Troet eo d'an dour hag d'an naetoni, ha d'an neuial.

Evel loened all e c'hall diroudañ e breizherien gant teknikoù touellguzh : gall a ra reiñ stumm un naer d'e lost. Just-awalc'h eo gouest da zrevezañ trouzoù loened pe mekanikoù, pe komz an den zoken.

Gall a ra bezañ gourvennek, ha neuze dañjerus. Pa eo fuloret e teu e vlevad da sevel a-bik, betek e lost.

N'int ket kalz al loened a anavez ar c'hoarzh, eñ a ra avat. Hag ar barez zo donezonet evit ar ficherezh.

Diviz kemmañ

 
Robinson Academy (2005), treset gant Batem, senario gant Dugomier

"Houba houba" ha "houba houba hop" eo trouzadelloù garm ar marsupilami. Gant ar from e c'hallont dont da vezañ "habou", "bahou", "hou" pe "baba". Gall a ra sevel goulennoù gant "ba ?" pe "houba ?". Gouest eo da adlavar gerioù (e-barzh Les Faiseurs de silence). Garm ar barez a zo disheñvelik : un "houbi", a c'hall bezañ adlavaret. A-wechoù eo ur balbous bennak avat a ra "doudlidoudli", "dadli dadli", "touboudl", "adouïb", "doubedouba", "houlala", etc. Garm a re vihan a ra "bi" met o gouel a c'hall bezañ kreñv kennañ.

Heuliadoù bannoù-treset ha skinwel kemmañ

Krouet e-barzh Spirou ha Fantasio kemmañ

Dont a ra war-well e-barzh an albom Spirou et les héritiers (1952), dindan pluenn André Franquin. Kavet e vo ingal e-barzh an istorioù da heul, betek ma vo lezet gant Franquin troioù-kaer Spirou da Jean-Claude Fournier. Divizout a ra Franquin mirout e wirioù war al loen a wel evel unan eus ar re vravañ en deus krouet. Koulskoude e c'houlenn Fournier digantañ kaout ar gwir da lakaat ar marsupilami e-barzh e albom kentañ Le Faiseur d'or (1970). A-du eo Franquin gant ma vo treset gantañ. Dont a ra war-wel ivez ar marsupilami en albom Tembo Tabou.

E-barzh La Vallée des bannis (1989), Tome ha Janry a c'hoari gant hegarated al lennerien outañ : Spirou, kollet er janglenn, a glev un "Houba", sot gant al levenez e ya d'an daoulamm warzu anezhañ, met o treiñ ar bajenn en em rent kont Yann lenner eo ul loen rukunus a ra ar memes garm.

Evit pell e c'hallo gortoz Yann lenner moarvat a-raok kavout e loen muiañ-karet en-dro e-barzh troioù-kaer Spirou ha Fantasio : ar gwirioù a zo gant Marsu Productions en deus bannet un heuliad dizalc'h a c'hall bezañ gwelet evel ur spin-off eus Spirou.

An heuliad Marsupilami kemmañ

 
Ar marsupilami hervez Disney
 
Marsupilami ha Leo

Mirout a ra Franquin ar gwirioù war e dudenn abaoe 1970. Kendrec'hiñ a ra Jean-François Moyersoen avat d'en ober un heuliad da vat e 1987. Taolenniñ a ra ur familh marsupilamied gouez, gant an tresour Baten ha meur a senarioer evel Greg ha Yann. Embannet eo gant Marsu Productions. An albom kentañ a ra berzh gant ouzhpenn 600 000 skouerenn gwerzhet e Frañs. Ar berzh-mañ ne dinerzho ket.

E 2002 e teu er-maez an niverenn 0 a gont istorioù berr ar marsupilami graet gant Franquin.

Aotre-implijout Disney kemmañ

Disney en deus un aotre-implijout eus ar marsupilami. Graet eo bet eta, e-pad ar bloavezhioù 1990 :

  • un dekad pajennoù bannoù-treset gant Gladstone Publishing, an embanner stadunanat,
  • un heuliadig bevaat evit ar skinwel.

Un heuliad all a zo bet savet gant Marathon Productions ha skignet war Frañs 3, graet gant Augusto Zanovello. Eric Paul Marais en deus reizhet an hini nevez.

Er sinema kemmañ

Emañ ur film hir da vezañ savet gant Alain Chabat e fin 2010[1].

A bep seurt kemmañ

Notennoù ha daveoù kemmañ

Gwelet ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ