Max Joseph in Bayern

Max Joseph in Bayern (1808–1888) a oa dug Bavaria, eus skourr yaouañ an tiegezh Wittelsbach. Brudet eo evel tad an impalaerez aostrian Elisabeth von Österreich-Ungarn ("Sissi"), hag e harp da sonerezh-pobl Bavaria.

Maximilien Joseph, dug in Bayern (1850)
"Possi", ti an duged en Bayern

E vuhez kemmañ

Mab e oa d'an dug Pius August in Bayern (1786–1837) ha d'e bried Amalie Luise von Arenberg (1789–1823), hag o mab nemetañ.

Kar e oa da Masimilian Iañ Bavaria (1756-1825), anvet da roue gant an impalaer gall Napoleon. Merc'h henañ ar roue, an dugez Auguste von Bayern, a oa bet dimezet, en 1806, d'ar priñs gall Eugène de Beauharnais, lezvab da Napoleone Buonaparte, ha mab da Joséphine de Beauharnais, hag a voe anvet gantañ da vesroue Rouantelezh Italia. En 1808, setu e voereb, an dugez Elisabeth, da zimeziñ d'un ofiser gall, ar marichal Louis-Alexandre Berthier (17053-1815), bet anvet gant Napoleon da briñs Neuchâtel. En 1823 e varvas e vamm, en 1824 e vamm-gozh.

En Genver 1837 e varvas e dad-kozh, an dug Wilhelm in Bayern, hag en miz Eost e dad, an dug Pius August in Bayern.

Dimeziñ ha bugale kemmañ

D'an 9 a viz Gwengolo 1828 e timezas e Tegernsee d'e geniterv Ludovika Bavaria. Dek bugel o doe:

  • Ludwig Wilhelm (1831–1920), a zilezas e wirioù da zimeziñ en-vorganatek
e 1859 da Henriette von Wallersee (1833–1891), pried morganatek,
e 1892–1913 da Antonie von Bartolf (1871–1956), pried morganatek ;
  • Wilhelm Karl (1832–1833), marvet da ur bloaz,
  • Helene Karoline Therese, lesanvet Néné (1834–1890); hi an hini a oa da zimeziñ d'an impalaer Franz Joseph Iañ (1830–1916), met he c'hoar Elisabeth a blijas dezhañ muioc'h;
∞ 1858 Maximilian Anton von Thurn und Taxis (1831-1867), un den pinvidik-mor, perc'henn postoù Bavaria;
∞ 1854 dimezet d'an impalaer Franz Joseph Iañ (1830–1916)
  • Karl Theodor, lesanvet Gackel (kilhogig) (1839–1909), Dug Bayern und bekannter Augenarzt, a zimezas div wech:
∞ 1865 Sophie Marie von Sachsen (1845–1867), merc'h da Johan Ier von Sachsen,
∞ 1874 Maria José Bragança (1857–1943), infantez Portugal
∞ 1859 Francesco II an Div Sikilia (1836–1894), Roue an Div Sikilia,
∞ 1861 Ludwig von Bourbon-Sizilien ha kont Trani (1838–1886), breur da Francesco II an Div Sikilia;
∞ 1868 dimezet da Ferdinand d'Orléans, dug Alençon (1844–1910), mab-bihan d'ar roue gall Louis-Philippe Iañ;
∞ 1875 dimezet da Amalie von Sachsen-Coburg und Gotha (1848–1894), c'hoar d'ar roue Ferdinand Iañ Bulgaria.

E varv kemmañ

Mervel ar reas d'ar 15 a viz Du 1888, da 81 bloaz. E bried Ludovica a vevas pevar bloaz c'hoazh.