Amerikaneg

(Adkaset eus Stadunaneg)

An amerikaneg zo un anv brezhonek hag a vez graet a-wechoù eus saozneg Stadoù-Unanet Amerika (US English e saozneg), ar yezh muiañ komzet er vro-se, daoust ma n'eo ket yezh ofisiel[1].

Ar ger kemmañ

Ganet e 1954 kemmañ

  • "Rak-se ne vez mui komzet er c'hêrioù evel Glaschu pe Din-Edin, nemet ur c'hemmeskaj na deo na skoseg, na saozneg, kentoc'h un amerikaneg fall seurt a vez brudet gant ar filmoù." (David Murison, Lallans, troet gant Per Denez, Al Liamm niv. 19, Meurzh-Ebrel 1950, p. 52)

Kentañ roud eus ar ger a oa e 1954, dindan pluenn Per-Jakez Heliaz[2]. Ne voe ket adkemeret ar ger diouzhtu.

Setu perak n'eus roud ebet eus ur skrid lennegel stadunanat a vefe "troet diwar an amerikaneg" e-barzh Gwalarn. E 1925, eo diwar ar saozneg e oa bet troet Ar Skarbouklenn Vras, kontadenn Natahaniel Hawthorne gant Youenn Drezen[3].

Ken nebeut all e-barzh Al Liamm : "diwar ar saozneg" eo ez eus bet troet un danevell gant Hemingway, ha "diwar saozneg Amerika" unan all gant Faulkner[4].

Menegoù all kemmañ

Skouerioù eus implij ar ger a gaver:

Er geriadurioù kemmañ

Menegoù all kemmañ

  • E katalog levraouegoù Diwan e lenner, diwar-benn ar memes levr : Troet diwar an amerikaneg ha Yezh orin : Saozneg (eng)[13].
  • Kavout a reer ar ger ivez war un t-shirt embannet gant Yoran Embanner : Perak deskiñ amerikaneg ? Warc'hoazh e vo komzet brezhoneg gant ar bed a-bezh[14]. Anat eo ez eo un doare gwelloc'h da vrudañ ar ger eget en ul levr.

Amerikanek kemmañ

Diwar ar ger amerikaneg ez eus bet savet gerioù all:

  • An anv-gwan amerikanek a zo bet meneg anezhañ ivez[15].
  • An anv-kadarn amerikanegadur, e Geriadur Ménard[16] evit treiñ unan eus sterioù ar ger gallek "américanisme", hag a dalv kement ha tro-lavar amerikanek, disheñvel diouzh re ar saozneg saoz eta. Evit sterioù all ar ger gallek, gwelout amerikanegezh hag amerikanouriezh.

Stadunaneg kemmañ

Ar ger stadunaneg zo bet implijet en ur blog ivez gant Sav-Heol[17].

Bevennoù en implij kemmañ

  • E saozneg, ne lar ket Stadunaniz e komzont American (amerikaneg), met saozneg, a-wechoù American English, saozneg amerikan, saozneg eta, evel ma vez komzet saozneg en Aostralia, Kanada, hag Iwerzhon[18],[19].
  • An American Language Center, e Marrakech da skouer (11 all zo e rouantelezh Maroko), n'eo ket ur greizenn ma kelenner amerikaneg, met ur greizenn amerikan ma kelenner saozneg, hervez lec'hienn ar greizenn hec'h-unan[20].
  • Ral eo klevout, e brezhoneg, anv a lennegezh amerikanek, pe a ganaouennoù amerikanek, pa ne gomzer peurliesañ nemet eus oberennoù saoznek. Ne vez ket troet oberennoù Mark Twain pe Stephen King, na filmoù Woody Allen, na kanaouennoù Bob Dylan, e saozneg evit lennerien Bro-Saoz: e saozneg int bet skrivet pe savet.
  • Un arroudenn :

We have really everything in common with America nowadays except, of course, language.

Oscar Wilde


Pennadoù kar kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Votadeg e Sened SUA, d'an 18 a viz Mae 2006, diwar-benn ofisielaat ar saozneg e [1]
  2. Per-Jakez Heliaz ha Pêr Trepos Ar boued-touseg (Jakez Krohen ha Gwillou Vihan, skrid fentus ma kaver meneget ar ger peder gwech) (14.11.1954).
  3. [2]
  4. "Al Liamm" niv.302-303, 1997, p.301.
  5. Troidigezh gant Per-Gwendal Steven, 1979; rakpajenn 2.
  6. Paol ar Meur, Bed ZH, Mouladurioù Hor Yezh, 2012, p.13.
  7. niv. 233, meurzh 2003, p.54; niv.280, kerzu 2014, p.4.
  8. Rhisiart Hincks, niv.112, Meurzh 2007, p.7.
  9. Pennad-kaoz gant Erwan Blanchard
  10. Hervez ar bajenn PROGRAMM TREIÑ LENNEGEL [3].
  11. Geriadur Ménard, pajenn 69.
  12. [4]
  13. http://pmbdiwan.eilderezdiwan.org/opac_css/index.php?lvl=notice_display&id=16096
  14. [5]
  15. Gant Guy Étienne e Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1995, p.54b.
  16. Geriadur Ménard, 2012, p.69b,
  17. Perak deskiñ amerikaneg ? Warc'hoazh e vo komzet brezhoneg gant ar bed a-bezh !http://savheol.canalblog.com
  18. https://play.google.com/store/apps/details?id=com.languagesuccesspress.speakenglishlikeanamerican
  19. https://web.archive.org/web/20160307090353/https://answers.yahoo.com/question/index?qid=20100808103540AAVG1kp
  20. http://alcmarrakesh.com/#0
  21. http://www.bbc.co.uk/blogs/wales/entries/05836e12-eaab-3b05-b7da-d5050dd096ea