Villa medicea La Petraia

mirdi italian

Ar Villa Medicea della Petraia zo ur villa medicea, da lavarout eo ur genkiz savet gant an Tiegezh Medici, war un dorgenn e Firenze, e Toskana. E karter Castello emañ, en niverenn 40 eus ar Via Petraia.

Ar Villa medicea della Petraia

Istor kemmañ

En 1364 e oa ar palagio della Petraia d'an tiegezh Brunelleschi. En 1422 edo e dalc'h Palla Strozzi ha kresket e voe an douaroù stag outañ. Er XVIvet kantved e oa e dalc'h an tiegezh Salutati, ha gwerzhet e voe en 1544 da Cosimo Iañ de' Medici, ha hennezh, en roas d'e vab ar c'hardinal Ferdinando en 1568.