Águas de Março
Águas de Março zo ur ganaouenn bortugalek savet gant ar c'haner ha sonaozer brazilian Tom Jobim e 1972. Gantañ eo bet lakaet e saozneg ivez hag anvet Waters of March.
Ar ganaouenn
kemmañN'eus istor ebet er ganaouenn, nemet un heuliad skeudennoù ha lusk ar gerioù.
Tost pep linenn a grog gant "É..." ("[an dra-se] eo ..." e brezhoneg).
Daoust da se, en 2001, e voe anvet Águas de Março da ganaouenn wellañ ar vro goude ur votadeg e-touez ouzhpenn daou c'hant kazetenner ha soner (hag arzour all), aozet gant ar pemdezieg Folha de São Paulo. Gant ar gelaouenn Rolling Stone (Brazil) avat n'eo bet lakaet nemet da eil a-douez ar 100 gwellañ kanaouenn eus Brazil[1].
Kanerien
kemmañÁguas de Março zo bet sonenrollet gant meur a ganer. E Brazil gant João Gilberto, Leny Andrade, Miúcha, Nara Leão, Joyce Silveira Moreno, Danilo Caymmi, Sérgio Mendes hag Os Cariocas.
Doare saoznek
kemmañTroet eo bet e saozneg, Waters of March an anv anezhi, ha kanet eo bet gant Art Garfunkel, Al Jarreau, Ella Fitzgerald ha Dionne Warwick.
Doare gallek
kemmañSavet eo bet an doare gallek – Les eaux de Mars – gant Georges Moustaki.