Émilie du Châtelet

skiantourez ha skrivagnerez c'hall

Gabrielle Émilie Le Tonnelier de Breteuil, markizez ar Châtelet, anvet peurvuiañ Émilie du Châtelet (Pariz, 17 a viz Kerzu 1706Lunéville, dugelezh Loren, 10 a viz Gwengolo 1749) a oa ur vatematikourez ha fizikourez c'hall, ha pried-kleiz ar skrivagner gall Voltaire. Brudet eo he zroidigezh d'ar galleg eus Principia Mathematica Isaac Newton.

Poltred gant Quentin de La Tour

He buhez

kemmañ

Gabrielle Émilie Le Tonnelier de Breteuil a oa merc'h da Louis Nicolas Le Tonnelier, baron Breteuil, ha da Gabrielle Anne de Froulay. Deskiñ a reas latin gant he zad, hag a-hend-all gregach hag alamaneg, un deskadurezh oet ral d'ar merc'hed. Seniñ ha kanañ a rae. Saloñs a oa ganto er gêr e Pariz, ma veze resevet Fontenelle hag ar barzh Jean-Baptiste Rousseau.

D'he 16 vloaz e voe kinniget gant he zad e lez ar Rejant Philippe d'Orléans (1674-1723), ha plijout a reas dezhi ar vuhez-se ma stagas da verniañ saeoù ha boteier, ha bravigoù.