Voltaire

skrivagner gallek

Voltaire [volˈtɛʁ] a oa anv-pluenn François Marie Arouet [fʁɑ̃swa maʁi aʁuˈwe] (met ouzhpennet e veze le Jeune ouzh e gwir anv alies) a oa ganet d'an 21 a viz Du 1694 e Pariz (kêr-benn Bro-C'hall), hag eno e varvas d'an 30 a viz Mae 1778.

Adolph von Menzel : Taoliad. Voltaire gant roue Prusia Friedrich II Prusia e kastell Sans-Souci, e Postdam, Alte Nationalgalerie, Berlin.

Un istorour, barzh, ha prederour gall e oa, brudet en e amzer hag en e vro, ha zoken e broioù all, hag ur skrivagner gallek hag a skrivas kalz hag a bep seurt, 2 000 levr a-hervez, hag 20 000 lizher, ha berzh bras a reas en XVIIIvet kantved.

Voltaire a grede e Doue, met ne oa ket katolik da vat : a-du e oa gant ar frankiz relijel, hag a-enep d'ar vonarkiezh diharz. Voltaire a oa kentoc'h a-du gant ur vonarkiezh diwar skouer hini Bro-Saoz. Chomet eo brudet betek an deiz a-vremañ peogwir en deus gouestlet e skridoù hag e soñjoù d'ar justis, d'ar wirionez ha d'an doujañs ouzh ar frankiz relijiel. E darempred e oa gant noblañsoù ha tud pinvidik, impljet en deus an darempredoù-se evit difenn e soñjoù ha stourm a-enep an amreoliezh (afer Calas pe hini ar marc'heg De La Barre). E zoare da skrivañ a veze alies flemmus, fent ha kriz war an dro. Harluet ha bac'het e voe tro ha tro.

Lennadenn trajedienn "L'orphelin de la Chine" gant Voltaire e saloñs an Itron Geoffrin. E foñs an daolenn emañ kef Voltaire.

E vuhez

kemmañ

Yaouankiz

kemmañ

Ganet e voe François-Marie d'ar 21añ a viz Du 1694 e Pariz, ha badezet en deiz war-lerc'h en iliz Saint-André-des-Arcs: fall e neuz, ma kreded ne chomje ket bev. A orin e oa an tiegezh Arouet eus Poatev (Vendée hiriv), hag ober a raent war-dro krec'hin loened : kivijañ, berniañ, gwerzhañ. Erru e oant e Pariz a-raok 1625. Ma oa marc'hadour mezher ha seiz e dad-kozh e oa noter e dad, François Arouet (1647-1722), dimezet e 1683 e Saint-Germain-l'Auxerrois da Marie-Marguerite Daumart (1661-1701), merc'h d'ur grefier er Parlamant, ha pemp bugel o doe, ha daou anezho a varvas yaouankik.

Mervel a reas e vamm pa oa seizh vloaz.

E vreur Armand Arouet (1685-1765), a voe alvokad er Parlamant, a gemeras perzh er jansenouriezh, da vare ar Fronde hag an Diagon Pâris. E c'hoar, Marie Arouet (1686-1726), an den nemetañ karet gant Voltaire en tiegezh, a zimezas da Pierre François Mignot, reizher e Kambr ar C'hontoù, a voe mamm an abad Mignot, a voe pouezus e berzh da vare marv Voltaire, ha da Marie-Louise, ar « Madame Denis », a vevas gant ar skrivagner.

Kleñved ha marv

kemmañ
 
Je meurs en adorant Dieu, en aimant mes amis, en ne haïssant pas mes ennemis, et en détestant la superstition.

Ar skol

kemmañ
  • 1704-1711 : Skoliet e voe er skolaj Louis le Grand, hini ar jezuisted, gwellañ skol an amzer, hini mibien an dud uhel. Eno e reas anaoudegezh gant ar vreudeur d'Argenson, mibien d'ar ministr. Troet e oa François-Marie gant ar studi hag ar sevel gwerzennoù latin ha gallek.

Skrivagner

kemmañ
 
Poltred Voltaire, gant Nicolas de Largillierre (war-dro 1724-1725)
kastell Versailhez
  • 1711 : kuitaat a ra ar skolaj ha kemenn d'e dad e vo den a lizhiri, ha n'eo ket avokad na kuzulier er Parlamant.
  • Gwengolo 1713 : sekretour ar c'hannad gall e Den Haag; darempred gant Pimpette; kaset eo kuit war e giz da Vro-C'hall;
    • Skrivañ a ra e oberennoù kentañ e gwerzennoù: ur meulgan (1713), hag ur flemmgan (1714);
  • 1715 : marv ar roue Loeiz XIV; Rejañs, Arouet zo 21 bloaz. Dber a ra gwerzennoù a-enep ar Rejant Philippe d'Orléans (1674-1723).

Kastizoù

kemmañ

Oberennoù

kemmañ
  • 1718 : Berzh a ra gant e drajedienn Oedipe. Kemer a ra an anv Voltaire.
  • 1726 : Tabut gant ar marc'heg Rohan, bazhataet eo gant koskor e enebour.
    • Bac'het adarre er Bastille.
    • Mae 1726-1728 : Harluet da Vro-Saoz e-lec'h ma peurzesko saozneg. En em gavout a ra gant Jonathan Swift ha Pope, gwelout c'hoariva Shakespeare.
  • 1730 : Ode sur la mort de Mlle lecouvreur, ar gomedianez a oa bet skoet he c'horf d'al lastez.
    • Berzh a ra gant an drajedienn Brutus.
  • 1731 : Histoire de Charles XII, buhez roue Sveden, moulet dre laer.
  • 1732 : Zaïre, trajedienn, a ra berzh.
    • Kentañ lettres philosophiques.
  • 1734 : Embannadur al lettres philosophiques. Ret d'an oberour mont da repuiñ da Cirey, da gastell an itron Chatelet.
  • 1736 : Deroù ar c'henskrivañ gant ar priñ prusian Frederig.
  • 1739 : Pennadoù kentañ le Siècle de Louis XIV tapet gant ar polis.
  • 1740 : Frederig anvet da roue Prusia evel Frederig II.
  • 1741 : Berzh a ra gant e drajedienn Mahomet.
  • 1743 : Berzh a ra gant e drajedienn Mérope.

Voltaire ha Frederig

kemmañ
  • 1743 : Kaset gant ar gouarnamant gall da Brusia da welout Frederig II.
  • E 1750, goude marv an Itron Du Châtelet, ha broudet gant ar Barizianed a oa krog da sutal dirak e bezhioù, ma asantas Voltaire da ginnig Frederig II da vont da chom da Verlin. Bodet e oa bet un toullad skiantourien c'hall, en o zouez La Mettrie ha Maupertuis, e Postdam.
  • E dibenn 1752 e tec'has Voltaire eus Berlin. Prizoniet e voe e Frankfurt. Neuze e tivizas mont da Suis da chom.

Bloavezhioù diwezhañ

kemmañ
  • 1762 : Kondaonet Candide gant an Iliz katolik.
  • 1763 : Traité sur la Tolérance.
  • 1764 : Dictionnaire philosophique portatif.
  • 1765 : Adsavet enor Calas.
  • 1767 : l'Ingénu.
  • 1774 : Loeiz XVI roue
  • 1778 : Mont a ra Voltaire da vervel da Bariz.

Buhez prevez

kemmañ

Catherine- Olympe du Noyer (lesanvet Pimpette) a voe kentañ karantez Arouet yaouank. Bec'h en doe Voltaire gant he mamm, Anne-Marguerite du Noyer, e Den Haag.

Darempredoù berrbad en doe Voltaire gant aktourezed: Suzanne de Livry, hag Adrienne Lecouvreur dreist-holl, met dre ma oa fallik e yec'hed ne oa ket ur bambocher.

Kalz siriusoc'h e voe e zarempred gant Gabrielle Émilie Le Tonnelier de Breteuil, markizez ar Châtelet-Lomont, a oa troourez Newton e galleg. Hounnezh a oa dimezet da markiz ar Châtelet, ezvezant peurliesañ. Anaoudegezh a reas gant ar skrivagner en 1733, ha c'hwezek vloaz e padas o darempred. E Cirey (Cirey-sur-Blaise) edo kastell ar varkizez hag eno e vevjont ; Voltaire a baeas astenn ar savadur.

Met ar varkizez a emgavas gant markiz Saint-Lambert (Jean-François de Saint-Lambert), hag a orgedas outañ. Brazez e voe Émilie, gwilioudiñ a reas, ha mervel prestik goude genel ur verc'hig.

Goude marv Emilie e vevas gant he nizez, an Itron Denis, merc'h e c'hoar.

Mennozhioù Voltaire

kemmañ

Enepyuzevegezh

kemmañ

Daoust hag enepyuzev e oa? Tabut bras zo diwar-benn kement-se. Hervez Christian Delacampagne[1], e vije bet gouennelour hag enepsemit[2] }}, rak en anv ar stourm ouzh an obskurantegezh e vage kement a gaz ouzh ar gristeniezh evel ouzh ar yuzevegezh.

Hervez ar gelaouenn gatolik La Nef, e lenner en Dictionnaire Philosophique hag en « Essais sur les Mœurs » linennoù a siskouez splann e enepyuzevegezh[3].

Gouennelouriezh

kemmañ

Tud evel Leon poliakov a wel ennañ gwrizienn gouennelouriezh an XXvet kantved[4]

Oberennoù Voltaire

kemmañ
 
Elémens de la philosophie de Neuton, 1738

Skivet en deus pezhioù-c'hoari, romantoù meur, trajediennoù, barzhonegoù, flemmskridoù...

Lavarennoù

kemmañ
  • "Écrasons l'infâme !"

(Devise favorite de Voltaire contre l'intolérance religieuse dont il signait ses lettres en abrégé : Ecr.L'inf.)

  • "Si Dieu n'existait pas, il faudrait l'inventer."

(Voltaire / 1694-1778 / L'Epître 104)

  • "Dieu ne doit point pâtir des sottises du prêtre."

(Voltaire / 1694-1778 / Epîtres, 1769)

  • "On voit évidemment que toutes les religions ont emprunté tous leurs dogmes et tous leurs rites les unes des autres."

(Voltaire / 1694-1778 / De l'acoran et de la loi musulmane)

  • "Dieu n'a créé les femmes que pour apprivoiser les hommes."

(Voltaire / 1694-1778 / L'ingénu, 1767) "La religion juive, mère du christianisme, grand-mère du mahométisme, battue par son fils et par son petit-fils." (Voltaire / 1694-1778 / Le Sottisier)

  • "Dieu? Nous nous saluons, mais nous ne nous parlons pas."

(Voltaire / 1694-1778 / Piron)

  • "Dieu est un comédien jouant devant un public trop effrayé pour rire."

(Voltaire / 1694-1778)

  1. Christian Delacampagne, Une histoire du racisme, Livre de poche, 2000, p. 153.
  2. ibidem, p. 152.
  3. « Voltaire antisémite » gant Gilles Banderier, La Nef, juillet-août 2014.
  4. [1]