Bro-C'hall

republik eus Europa ar c'hornôg

Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
République Française
Republik c'hall
Banniel Ardamezioù
Banniel Ardamezioù
LocationFrance.svg
Kan broadel La Marseillaise
Yezh ofisiel Galleg
Kêr-benn Pariz
Gorread
-En holl
-% dour

675 417 km²
0.26%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

65 213 894 (2011)
93.59/km²
Prezidant Emmanuel Macron
Kentañ ministr Édouard Philippe
Gouel broadel 14 a viz Gouere
Moneiz Euro (€)
Kod pellgomz 33
Kod war ar c'henwiad .fr

Bro-C'hall a zo ur riez hag emañ he ziriad brobennat en Europa ar c'hornôg. Gallaoued eo an dud zo o chom enni. Pariz eo kêr-benn Bro-C'hall ha sez padus ar riez abaoe an XIIIvet kantved (nemet e oa Versailhez etre 1682 ha 1789 ha Vichy etre 1940 ha 1944) .

Anvet e vez Frañs ivez, diwar ar ger gallek "France", a oa deuet en anv ar rouantelezh kozh Royaume de France (a oa bet Rouantelezh ar Franked un tamm a-raok). En Henamzer e veze graet Galia eus un darn eus he zachennad, met e Galia gozh edo Belgia, Alamagn, Suis, Italia hag Spagn.

République française (Republik c'hall) eo an anv ofisiel a-hiziv. Stag ouzh Bro-C'hall ez eus bet un impalaeriezh e-pad kantvedoù. Eus an impalaeriezh-se e chom c'hoazh meur a diriad strewet er bed a-bezh : an departamantoù ha tiriadoù tramor int.

Ezel eus Unaniezh Europa, eus takad an euro hag eus Emglev Schengen eo Bro-C'hall. Un ezel padus eus Kuzul-surentez Aozadur ar Broadoù Unanet eo ivez.

Un emglev milourel pennañ he deus graet Bro-C'hall p'eo bet sinet gant Feur-emglev Norzh-Atlantel e 1945 hag ezel diazezer eo eus Aozadur ar Feur-emglev Norzhatlantel (AFNA). Aet eo kuit eus ar renadur milourel enframmet e-pad ur pennad brav war atiz Charles De Gaulle, met distro eo e-barzh bremañ. Ur galloud nukleel eo ivez.

Diazezet eo bet he zalvoudegezhioù politikel war Disklêriadur Gwirioù Mab-den hag ar c'heodedour(Daveoù a vank). Eus mare an Dispac'h gall e teu arouezioù pennañ ar Republik c'hall : he c'han broadel ar Marseillaise, he deiz broadel ar 14 a viz Gouere, deiz kemeridigezh ar Bastille, Marianne personadur ar Republik c'hall, hag he banniel krouet gant livioù Pariz (ar glaz hag ar ruz) etre liv ar roue (ar gwenn).

An anv Bro-C'hall ha FrañsAozañ

 
Skritell a-berzh gouarnamant gall 1939 da geodedourien an departamant Ille-et-Vilaine (Mirdi Breizh.)

Ar ger Frañs a zeu eus an anv gallek France, deuet eus an anv Francia, ur ger latin hag a dalveze kement ha "Bro ar Franked". Ar ger "Frank" zo eus ur yezh c'hermanek kozh bennak. N'ouzer ket ha talvezout a ra ur "goaf", pe "tud dizalc'h". Testeniet eo ar ger Frañs e brezhoneg abaoe dibenn ar XVvet kantved[1].

An anv latin Galia a glot gant terouer Frañs a-vremañ evit ul lod, gant Belgia, Suis hag un tamm eus hanternoz Italia hag Alamagn. Ar ger gall brezhonek n'en deus netra da welet gant ar ger latin Galia. Ur ger keltiek eo hag a dalvez kement hag estren(Daveoù a vank).

Graet e vez gant Bro-C'hall evit treiñ France e brezhoneg abaoe kantvedoù, daoust ma talvez kentoc'h ar vro ma vez kaozet galleg, Breizh-Uhel e-barzh. Kavet e vez Frañs er yezh pobl, er c'hanaouennoù dreist-holl, hag er yezh skrivet abaoe ar XVvet kantved[1].

Hiziv hon deiz e talvez Frañs kement ha Bro-C'hall ha Breizh war un dro.

DouaroniezhAozañ

 
Kartenn kêrioù brasañ Bro-C'hall

Emañ Bro-C'hall war ur strizh-douar e-lec'h ma kaver holladoù stummoù douarel pennañ Europa. Amañ e weler div aradennad-venezioù yaouank, un torosad menezioù kozh, an diazadoù brasañ ha lodenn ar gompezenn veur a ya eus Mor Breizh betek menez Oural. Diouzh-se e teu liesseurtegezh ar maezioù hag ar gweledvaoù.

Eil takad mor ar bed en deus Frañs, goude ar Stadoù-Unanet. Sed amañ ar morioù e lec'h emañ Frañs : Mor an Norzh, Mor Breizh, ar Mor Keltiek, ar Meurvor Atlantel, ar Mor Kreizdouar, ar Mor Karib, ar Meurvor Indian, ar Meurvor Habask, Meurvor Antarktika.


Kêrioù pennañ Bro C'hallAozañ

# Kêr Departamant Rannvro D'an 8 a viz Meurzh 1999 D'ar 1añ a viz Genver 2006 D'ar 1añ a viz Genver 2010 (tolead kêr)
1 Pariz Pariz Île-de-France 2 125 246 2 181 371 12 223 100
2 Marselha gant Ais Bouches-du-Rhône Provence-Alpes-Côte d'Azur 798 430 839 045 1 718 281
3 Lyon Rhône Rhône-Alpes 445 452 472 305 2 165 785
4 Tolosa Haute-Garonne Midi-Pyrénées 390 350 437 715 1 232 398
5 Niça Alpes-Maritimes Provence-Alpes-Côte d'Azur 342 738 347 060 1 001 295
6 Naoned Liger-Atlantel Broioù al Liger 270 251 282 853 873 133
7 Strasbourg Bas-Rhin Elzas 264 115 272 975 761 042
8 Montpellier Hérault Languedoc-Roussillon 225 392 251 634 549 491
9 Bourdel Gironde Akitania 215 363 232 260 1 127 776
10 Lille Nord Nord-Pas-de-Calais 184 657 226 014 1 158 306
11 Roazhon Il-ha-Gwilen Rannvro Breizh 206 229 209 613 671 845
12 Reims Marne Champagne-Ardenne 187 206 183 837 '
13 an Havr-Nevez Seine-Maritime Haute-Normandie 190 905 182 580 '
14 Saint-Étienne Loire Rhône-Alpes 180 210 177 480 508 847
15 Toulon Var Provence-Alpes-Côte d'Azur 160 639 167 816 606 947
16 Grenoble Isère Rhône-Alpes 153 317 156 107 669 595
17 Dijon Côte-d'Or Bourgogn 149 867 151 504 151 543
18 Angers Maine-et-Loire Broioù al Liger 151 279 152 337 '
19 ar Mañs Sarthe Broioù al Liger 146 105 144 016 '
20 Nîmes Gard Languedoc-Roussillon 133 424 144 092 '

Savidigezh an torosennadurAozañ

Diwar bebeiladur savadigezh ar menezioù hag ar gouelezenniñ eo bet savet an torosennadur :

  • En Amzervezh kentañ en em sav ar menezioù herkiniat, uhel-kenañ, diwar oberezh ar menezioù-tan. Diouzh ober ar c'hrignerezh eo bet kompezet ar menezioù betek dont da vezañ argompezennoù.
  • En Eil Amzervezh ez a uhel live ar morioù ken eo bet goloet an douar gant gouelezennoù kouezhet kantvedoù-pad, dezho un tevder divent.
  • En Trede Amzervezh en em sav menezioù en-dro (an Alpoù hag ar Pireneoù) ken ez a ar gouelezennadoù d'ober an diazadoù ha menezioù bihanoc'h tro-dro d'an aradennadoù nevez.
  • Er Pevare amzervezh ez eus bet deuet meur a skornadenn vras gant hoaladoù diskorn pebeilet ken eo bet donaet traoñiennoù 'zo ha krouet meur a lenn, lenn ar Bourget, lenn Annecy ha lenn Jeneva ar brasañ anezho.

IstorAozañ

Istor riez Bro-C'hall (latin : regnum Francorum e deroù ar Grennamzer) a c'hell bezañ lakaet e orin e krouidigezh Gallia occidentalis (Galia ar c'hornôg) e 843(Daveoù a vank). Ul lodenn eus an Impalaeriezh karolingat roet da Charlez ar Moal da-geñver hêrezh e dad-kozh Karl Veur. Met, ma veze graet eus an tiriad-mañ Gallia e veze graet kement ha kement Francia occidentalis. E brezhoneg e vez kavet roud an daou hengoun gant Bro-C'hall ha Frañs.

Goude m'eo bet gwanaet galloudegezh roue Bro-C'hall dre savidigezh ar c'hladdalc'helezh er Grennamzer e talc'has heuliad ar rouaned bodañ dindan o beli muioc'h-muiañ a diriadoù, da lavaret eo lakaat da greskiñ an domani roueel, bihan a-walc'h e IXvet kantved-Xvet kantved ha ledanoc'h-ledanañ dre an dimezioù pe dre c'hounidoù ar brezelioù. Diwar ar rannvroioù bras, lod anezho krouet da vare an impalaeriezh karolingat (Akwitania, Breizh, Loren, Poatev...) e teuas war-wel ar proviñsoù evel ma oant klokaet (goude aloubadeg Elzas e 1675) e fin ar vonarkiezh. Ar proviñsoù, renet gant priñsed vras gwechall, a oa deuet da vezañ pastelloù-bro melestradurel, o statudoù liesseurt koulskoude.

YezhoùAozañ

 
Ar yezhoù oil (galleg) gant livioù hag arlivioù gwer ha melen (seul velenoc'h seul dostoc'h d'ar galleg “standard"); an okitaneg e ruz ha roz; ar frankoprovañseg e glas; ar yezhoù all e mouk (diell Lexilogos)

Daoust d'ar politikerezh yezh renet abaoe pell 'zo (Skrid-embann Villers-Cotterêts e 1539 paneveken) hag a glask lakaat ar vro da vezañ unyezhek-rik — hag ar yezh-se eo ar galleg — e vez komzet meur a yezh war diriad Frañs Europa, daoust dezhe bezañ bet gwallgaset.

A-hend-all ez eus yezhoù all hep tiriad, evel ar yezhoù rom, pe neuze yezhoù deuet da heul enbroidi, evel ar c'hreoleg, an arabeg, ar c'habileg, ha meur a hini all...

ArmerzhAozañ

E-barzh Kenvarc'had Unaniezh Europa emañ Frañs. An euro eo ar moneiz abaoe 1999. 10vet brasañ armerzh ar bed eo e parelezh galloud-prenañ e 2015, hag an eil en Europa. Ijinerezh ar gounezvouederezh, an armerezh, an ijinerezh aerlestrel, ar stroñs, an bankoù, ar gretadurezh hag an touristelezh a zo e-touez he gennadoù pennañ.

Renk ar Frañs er bedAozañ

Notennoù ha daveennoùAozañ

  1. 1,0 ha1,1 Er C'hatolikon (embannadur 1499).
  2. (en) [1] (pdf)
  3. (pdf)
  4. (fr) [2]
  5. [3]
  6. [4]
  7. [5]
  8. Gwelet lec'hienn
  9. [6]