Alamaneg
An alamaneg (pe Deutsch er yezh-se) a zo ur yezh eus strollad yezhoù germanek ar c'hornôg, e familh ar yezhoù indezeuropek. Ar yezh implijetañ en Unaniezh Europa an hini eo.
Alamaneg (Deutsch) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Alamagn, Aostria, Suis ha 37 bro all |
Rannved : | Europa |
Komzet gant : | 120 000 000 |
Renkadur : | 9 |
Familh-yezh : | Yezhoù indezeuropek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Alamagn Aostria Suis Liechtenstein Luksembourg Belgia • Kenofisiel e lod rannvroioù eus : Danmark Italia Polonia |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | de |
ISO 639-2 | deu |
ISO 639-3 | deu |
Kod SIL | DEU, GER |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ar yezh a vez komzet e seizh bro dreist-holl: Alamagn, Aostria, Suis, Liechtenstein, Luxemburg, reter Belgia, su Tirol. En Elzas, Loren, hag e Nordschleswig (su Danmark) e vez implijet ar yezh gant ur vinorelezh eus an dud. Kumuniezhoù alamanek a vev ivez en Europa ar reter, e su Brazil, hag e Namibia.
Gaolet eo ar yezh etre alamaneg-uhel hag alamaneg-izel.
Anvadur an alamaneg diouzh ar broioù
kemmañAr ger "Deutsch"
kemmañAn Alamaned a ra "Deutsch" eus o yezh, ar ger-se zo liammet gant ar ger "tud" e brezhoneg. An daou a zeu eus indezeuropek "*tewtéh₂" hag a dalvez "meuriad". Anv an doue Teutates zo liammet ivez. Ar ger-se a vez implijet gant pobloù germanek dreist-holl.
Ar ger "němьcь"
kemmañPobloù slavek a implij ar ger "němьcь" pe "nemek". Ur ger evit lavaret "mut" peogwir e oa diaes en em gompren etrezo a-gaoz d'ar yezhoù disheñvel-tre.
Ar ger "germanen"
kemmañImplijet e vez ar ger "german-" e saozneg hag er broioù levezonet gant ar yezh-se.
Ar ger "alamannen"
kemmañImplijet e vez ar ger "alaman-" gant pobloù romanek, keltiek hag er Reter-Nesañ dreist-holl.
Istor
kemmañKentañ kemmadurioù-kensonennoù
kemmañGant ar c'hentañ kemmadurioù-kensonennoù (erste germanische Lautverschiebung) e-tro ar Vvet kantved kent JK e komañse ar yezh c'hermanek voutin a-ziwar ur rannyezh indezeuropek. Gant ar c'hemmadurioù-mañ e vez displeget an diforc'hioù a zo etre ar yezhoù germanek (alamaneg, nederlandeg, saozneg, h.a.) hag ar yezhoù indezeuropek all. Evit eeunaat an traoù e c'haller kinnig anezho er mod-mañ:
- k → h : lat. casa — alam. Haus, saoz. house
- p → f : lat. pater — saoz. father, alam. Vater
- t → th : lat. tres — saoz. three, ndl. drie
- d → t : lat. decem — ndl. tien, saoz. ten
- g → k : lat. gula — alam. Kehle, ndl. keel
- bʰ → b : sañskr. bʰrātā — alam. Bruder, saoz. brother
- dʰ → d : sañskr. dhītí — saoz. deed, ndl. daad
- gʰ → g : *gʰostis e indezeuropeg (lat. hostis) — alam. Gast, saoz. guest
Eil kemmadur-kensonennoù
kemmañKomañs a reer d'ober anv eus an alamaneg pa c'hoarvez an eil kemmadur-kensonennoù er rannyezhoù implijet e mervent Alamagn (zweite germanische Lautverschiebung pe hochdeutsche Lautverschiebung), a vez lakaet e-tro ar VIvet kantved tamm-pe-damm. D'ar mare-se an heni e oa diforc'het alamaneg izel (Niederdeutsch), yezh an norzh.
Ar gemmadenn fonetek a ziskouez un nebeud diforc'hioù etre an alamaneg a-vremañ ha, da skouer, an nederlandeg pe ar saozneg :
- k → ch : ik — ich « me » ; ook — auch « ivez » ; maken/make — machen « ober (oberiañ) »
- d → t : dag/day — Tag « deiz » ; bed — Bett « gwele » ; doen/do — tun « ober (gwerediñ) »
- t → s : wat/what — was « petra » ; straat/street — Straße « ru/straed » ; eten/eat — essen « debriñ »
- t → (t)z : zitten/sit — sitzen « azezañ » ; twee/two — zwei « daou »
- p → f : slapen/sleep — schlafen « kouskaat » ; schip/ship — Schiff « bag » ; helpen/help — helfen « sikour(iñ) »
- p → pf : peper/pepper — Pfeffer « pebr » ; paard — Pferd « marc'h »
- v, w, f → b : geloof/belief — Glaube « kredenn » ; avond/evening — Abend « abardaez »
Ar Grennamzer
kemmañEtre an Xvet kantved hag ar XVvet kantved e tegouezhas an diftongennoù e rannyezhoù kornad-bro ar Mervent evit-fed vez disklipet dre zaou fonem evit ei, eu ha au. Gant-se e ouzomp penn d'an diforc'hioù a zo etre an alamaneg reolataet ha, da skouer, an nederlandeg :
- ū → au : hūs → Haus « ti » ; mūs → Maus « logod(enn) »
- ī → ei : wīse → Weise « ardoù » ; zīt → Zeit « amzer (gronologel) »
- iu → eu : liute → Leute « tud » ; hiute → heute « hiziv »
Er c'hontrol eus Stadoù war an harzoù eo chomet ar c'hornadoù-bro germanek lodennet (Kleinstaaterei) anezhe a-hed ar Grennamzer tout kazimant, ar pezh a lako diforc'h diorroadur ar rannyezhoù a zo diforc'h-rik ha, gwech a ve, dibosupl da gompren evit daou zen é kaozeal eus kornajoù-bro disheñvel. Kaset eo bet peurunvaniñ an holl rannyezhoù gant ar varzhed hag o Mittelhochdeutsche poetik war-dro an XIIIvet kantved, nawazh n'eo ket bet levezonet yehz an dud gant an dra-se, peogwir ne ouie an taol bras eus an dud na lenn na skrivañ. Hag ar mod-se zo bet e-pad pell un troc'h etre ar c'hornadoù-bro jermanek, div vro pe kornad-bro yezh :
- en norzh, ha dreist-holl e treuziad an Hansa ma oa an alamaneg izel ur c'hedyezh eus Mor an Hanternoz da beket ar Mor Baltel.
- er Su e vize savet gant tud gouiek ha lennek, a-dammig-da-dammig, abaoe ar XIVvet kantved ur yezh komprenet gant an holl dud a rae gant rannyezhoù all, ar pezh a zeuas da vezañ an alamaneg reolataet (Hochdeutsch). An dra zo da verzout ivez eo n'eus ket bet choazet ur yezh kêr-benn evel vize graet gant ar Stadoù all maez ar vro.
Levezon an adkempenn
kemmañE 1521 eo bet laket gant Martin Luther an Testamant Nevez en alamaneg reolataet a oa war ar stern, hag e 1534 an Testamant Kozh. Na bezañ ne voe ket Luther an hini kentañ o sevel ar yezh reolataet-mañ etre an holl gornadoù-bro - war ar stern abaoe ar XIVvet kantved - e servijo an adkempenn-mañ da lakaat an alamaneg reolataet er melestradur hag ar skolioù, ha memes e norzh Alamagn eo bet kemeret.
Met beket diveroù an XIXvet kantved e chomas an Hochdeutsch ur yezh skrivet gwall alies. En norzh dreist-holl e veze desket ar yezh reolataet-se da yezh estren.
Yezh ar sinoù
kemmañ- Ar re vouzar a ra gant Yezh ar Sinoù Alamanek.
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |
Porched Aostria – Adkavit ar pennadoù a denn da Aostria. |